Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Affiche de Hélène Henry.
Affiche de Hélène Henry.
- Communiqué de presse -
Lidoù ar C'Hoursez Breizh d'an 13 a viz Gouere
Er bloaz-mañ, ur wech c'hoazh, evel bep bloaz en amzer peoc'h, 'vo bodet d'an 13 a viz Gouere Breuderiezh Drouized, Barzhed hag Ovizion Breizh, da genver lidoù Meur ar C'Hoursez Digor e Arc'hanaoù hag a vo graet dindan lagad an Drouiz Meur nevez Morgan.
Ludovic Louboutin Par Gorsedd de Bretagne le 1/07/08 4:28

Er bloaz-mañ, ur wech c'hoazh, evel bep bloaz en amzer peoc'h, 'vo bodet d'an 13 a viz Gouere Breuderiezh Drouized, Barzhed hag Ovizion Breizh, da geñver lidoù Meur ar C'Hoursez Digor e Arc'hanaoù hag a vo graet dindan lagad an Drouiz Meur nevez Morgan.

Gant dileuridi bro Kembre ha Kerne vo embannet ar youl a vreuderiezh etre hon tri bro dre lidañ unanidigezh ar c'hleze daouhanteret. Degemeret 'o ivez ar re nevez er Poëllgor hag an drouized, barzhed, ovizion ha diskibien nevez e C'Hoursez Breizh goude bezañ laret sonjoù ar C'Hoursez diwar benn an traoù nevez erruet war dachenn a enep hon sevenadur ha ar politikerezh e Breizh.

E gwirionez, 170 vloaz zo e oa bet dileuridi Breizh en Eisteddfod e Abergavenny. Ar pep pouezusañ a oa degemer ar Vretoned kentañ ganto evel izili eus ar C'Hoursez Kembre. Setu e voe touet ganto da zifenn hon yezh, hon sevenadur, hon bro.

Neuze, Goursez Digor ar bloaz-mañ a vo lakaet dindan paeroniezh George Sand, Lamartine ha Brizeug abalamour d'o mennozioù diwar benn ar sevenadur Breizh : kavout a rae dezho o zri, e oa an traoù-mañ perzhioù eus glad Bro C'Hall. An tri skrivagner brudet-mañ ne oant ket tud aonig evel izili an Akademiezh a vremañ : eus ar re wellañ e oant, rak-se o doa fizians.

Voir aussi :
logo
Gorsedd Breizh : Breudreurieuzh Drouized, Barzhed hag Ovizion Breizh, savet e 1899.
Fraternité des Druides, Bardes et Ovates de Bretagne, fondée en 1899.
Gwelout pennadoù all Gorsedd de Bretagne
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 8 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons