Lidet e vo dekvet deiz-ha-bloaz Ofis ar Brezhoneg d'ar Sadorn 30 a viz Mae e Palez ar C'hendalc'hioù en Oriant. E teir lodenn e vo rannet an devezh-mañ. Diouzh ar mintin

Lidet e vo dekvet deiz-ha-bloaz Ofis ar Brezhoneg d'ar Sadorn 30 a viz Mae e Palez ar C'hendalc'hioù en Oriant.

E teir lodenn e vo rannet an devezh-mañ.

Diouzh ar mintin e vo studiet stad ar yezh en amzer a-vremañ goude dek vloaz labour an Ofis. Da c'houde, dre ma vo cheñchet statud an Ofis, a vo lakaet da framm publik er mizioù da zont diwar atiz Kuzul-rannvro Breizh, e teuio Max Brisson, besprezidant Kuzul-departamant ar Pireneoù Atlantel ha prezidant Ofis Publik an Euskareg da ginnig ar skouer euskarat e Frañs.

Diouzh an endervezh e vo eskemmet war diorren ar c'helenn divyezhek gant tud e karg an tri hentad.

E dibenn an endervezh e vo lid-roidigezh Prizioù rannvroel dazont ar brezhoneg. Bep bloaz e vez roet ar prizioù-se gant an Ofis en anv ar C'huzul-rannvro da embregerezhioù, kevredigezhioù pe hiniennoù o deus labouret evit ober traoù heverk e brezhoneg.

Evit kemer perzh en darvoud-mañ e ranker en em enskrivañ en a-raok. Pellgargit ar baperenn-respont kevret. Dre bostel pe dre lizher (10 straed Naonediz 35000 Roazhon) a c'hell bezañ adkaset ho respont.

Documents liés

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus