Lidoù laouen zo bet e dibenn ar bloaz e Pondi : roet e oa bet da Jean-Pierre Le Roch, maer ar gumun, label live 2 ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg ha war un dro e oa bet roet d'an ti-kêr, ar studiadenn glok a oa bet savet gant ar servij Glad Yezhel diwar-benn anvioù-lec'h ar gumun.
Peadra a oa gant an holl da vezañ laouen eta e ti-kêr Pondi d'an 21 a viz Kerzu e dibenn ar mintinvezh.
Tri bloaz zo e oa bet dibabet gant ar C'huzul-kêr kas da benn 13 ober diwar an 28 a vez kinniget er garta Ya d'ar brezhoneg. 14 anezho a zo bet graet a-benn ar fin, ar pezh a ziskouez pegen engouestlet eo ar gumun er raktres-mañ. Degas a ra an ti-kêr ur skoazell arc'hant pe ur skoazell deknikel d'ar skolioù divyezhek a zo er gumun. Holl banellerezh ar gumun (diavaez ha diabarzh ar savadurioù foran, plakennoù straed, plakennoù kelaouiñ diwar-benn ar glad, mediaoueg ha kement 'zo) a zo divyezhek. War-dro dek implijad en ti-kêr o deus bet ur stummadur hir war ar brezhoneg, paeet gant ar gumun. Panelloù an diskouezadegoù aozet gant an ti-kêr a vez divyezhek, hag ar memes tra evit ar plegfollennoù, kartennoù-pediñ, skritelloù. Mod-all, kemer a ra perzh Pondi bep bloaz er c'houlzad da vrudañ ar c'hentelioù brezhoneg d'an dud deuet ha sinet ez eus ur gevrat kefridi etre ar gumun hag an Ofis.
Goulennet e oa bet gant Pondi ivez ur studiadenn diwar-benn anvioù-lec'h ar gumun. Kaset eo bet ar studiadenn-se da benn gant servij Glad Yezhel an Ofis. Roet eo bet an teul klok d'an Ao. Maer d'an hevelep deiz dirak un niver mat a vrezhonegerien eus Pondi pe tro-war-dro a oa bet aterset er bloavezhioù tremenet gant teknikourien an Ofis a-benn dastum stummoù komzet an anvioù.
3 bloaz labour don a zo bet ezhomm evit sevel ar studiadenn-mañ a gaver enni anvioù kêriadennoù, karterioù, stêrioù ha monumantoù ar gumun, hag ivez an holl anvioù parkeier a gaver war gladroll Napoleon, bet savet e penn kentañ an XIXvet kantved. 3500 anv-lec'h eo a zo bet studiet pizh aze ha sellout a ra an Ao. Jean-Pierre Le Roch ouzh al labour-se evel ouzh » ur gwir deñzor evit Pondi ».
Ur skouer e c'hell bezañ Pondi evit ur bern tiez-kêr e Breizh. Daoust ma ranker stourm evit suraat amzer da zont ar brezhoneg c'hoazh, seurt oberoù a-du gant ar brezhoneg war meur a dachenn a zo frouezhus. Broudet e vo an 12% a vugale skoliataet e hentadoù divyezhek ar gumun, koulz hag o zud, da vont war-raok gant ar brezhoneg, o welet kement a nerzh implijet da ginnig dezho un endro divyezhek a-zoare.