Dre ar mediaoù eo bet dizoloet anv nevez ar vag a raio liamm etre An Oriant hag Enez Groe dindan livioù kompagnunezh Océane (Veolia) : eus an « île de Groix » zo kaoz, kemer a raio lec'h ar « Kreiz er Mor ». Dibabet eo bet an anv-mañ dre

Dre ar mediaoù eo bet dizoloet anv nevez ar vag a raio liamm etre An Oriant hag Enez Groe dindan livioù kompagnunezh Océane (Veolia) : eus an « île de Groix » zo kaoz, kemer a raio lec'h ar « Kreiz er Mor ».

Dibabet eo bet an anv-mañ dre Kuzul departamant ar Mor-bihan da c'houde un neuz a guzuliadenn.

Ne c'heller nemet rebech an dibab-mañ o tilezel ar brezhoneg hag pinvidigezhioù Enez Groe da geñver al lec'hanvadurezh, ar yezh hag al lennegezh. Pa vez darn vrasañ ar c'hompagnunezhoù o strivañ peurliesañ evit dibab anvioù ho bigi e brezhoneg, ar c'hentañ lestr dindan livioù Veolia na lakao ket war well pinvidigezh sevenadurel ha yezhel bro An Oriant. .

Ur fazi eo a-berzh ar c'huzul-departamant, o fougeal, war ar marc'had, diwar-benn ho harp da luskañ ar brezhoneg. Ret e vefe bet d'ar c'huzul-departamant rediañ plas ar brezhoneg e-barzh ar c'hahier-kefridi sujet d'ar c'hompagnunezh Océane.

Evezhiadenn all : e-pad bloavezhioù eo bet gwelet ar Gwenn-ha-du o plavañ war ti-gar-mor An Oriant : n'eo ket gwir ken abaoe mizvezhioù... evit peseurt abeg(où) ?

Evit MVPL, Kilian Gastinger

Mieux Vivre au Pays de Lorient

Mieux Vivre au Pays de Lorient est une association créée en 2005 dans le but de participer aux débats concernant le Pays de Lorient.

e-mail : mvpl@aliceadsl.fr
adresse postale : BP 50403 56104 Lorient cedex