Skrivañ a rit levrioù e brezhoneg evit ar re vihan, tresañ a rit, un embanner a zo ac'hanoc'h, un troer… C'hoant ho peus da sevel ul levr

Galv da raktresoù Skrivañ a rit levrioù e brezhoneg evit ar re vihan, tresañ a rit, un embanner a zo ac'hanoc'h, un troer…

C'hoant ho peus da sevel ul levr e brezhoneg evit bugale ar skolioù-mamm pe gentañ-derez…

Ar c'hevredigezhioù Div Yezh, Dihun ha Diwan a zo o reiñ lañs d'ur galv da raktresoù evit ma vefe savet levrioù nevez e brezhoneg evit ar vugale a zesk ar yezh.

Ar pal eo broudañ an embann o prenañ pep a skouerenn da skolidi Roazhon (Div Yezh, Dihun), Bruz (Div Yezh), ha La Mézière (Diwan), da lâret eo war-dro 500 kant levr.


Tri Rummad a zo :

Rummad 1 : bihan tre, bihan ha krenn (skol-vamm) ; Rummad 2 : bras (skol-vamm), CP ha CE1 ; Rummad 3 : CE2, CM1 ha CM2.


Evit lakaat o anv kasit un teuliad hag ur vaketenn araok ar 15 a viz Ebrel 2012. Displeget eo an traoù dre ar munud er blaketenn stag.


Pellgargañ an teuliadoù a c'helloc'h ober adalek an 21 a viz Du diwar al lec'hiennoù internet :


http://www.divyezh-roazhon.com/actualites.php
http://www.dihun.com http://anhentglas.free.fr/spip/spip.php?rubrique2