Evit ar gelennerien d'an dud deuet ivez eo erru mare an distro-skol. Adkregiñ a ra ar gengevredigezh DAO gant he stummadur savet a-ratozh evit ar gelennerien-se. D'ar sadorn 15 a viz Gwengolo e vo dalc'het an devezh kentañ e Roazhon, renet gant Fañch Roy, stummer e Skol an Emsav. War diazezoù

Evit ar gelennerien d'an dud deuet ivez eo erru mare an distro-skol. Adkregiñ a ra ar gengevredigezh DAO gant he stummadur savet a-ratozh evit ar gelennerien-se.

D'ar sadorn 15 a viz Gwengolo e vo dalc'het an devezh kentañ e Roazhon, renet gant Fañch Roy, stummer e Skol an Emsav. War diazezoù ar vicher e vo : merañ ur strollad tud deuet, prientiñ kentelioù, implijout an hentenn Oulpan krouet gant Nikolaz Davalan.

Leun e vo an devezh-se gant perzhidi o tont eus pevar c'horn Breizh (kelennerien gopret pe a youl vat, tud c'hoant gante cheñch micher), pezh a ziskouez sklaer pouez ur stummadur a-seurt-se ha pegen dedennet eo an dud da vont war ar vicher-se.

En tu all d'ar stummañ war ar bedagogiezh pe ar yezh eo frouezhus ivez an devezhioù-se pa vez eskemmet etre kelennerien ha savet ur rouedad gant tud youlek war Breizh a-bezh. Warlene, evit ar wech kentañ, e oa bet roet al label « kelenner brezhoneg d'an dud deuet » gant DAO d'ar re o doa kemeret perzh er steuñv-stummañ a-bezh (da lâret eo 10 devezh dasparzhet war daou vloaz).

Devezhioù stummañ da zont : d'an 20 ha d'an 21 a viz Here e Plijidi (22) gant Brieg ar Menn (labour war an distagadur ha kelenn anezhañ) ha Lan Tangi (an hentenn TPR).

Emañ programm klok ar bloaz war Posubl eo d'an den lakaat e anv e devezh pe zevezh c'hoazh.