Lestr o Hiraezh gant Kristian Brisson Konan, ar Mestr, en doa dibabet sentiñ ouzh al lusk a veze debret e vuhez gantañ a-vihanik ha mont hep damantiñ e bourzh al Lestr, o sammañ warnañ mil mallozh

Lestr o Hiraezh gant Kristian Brisson

Konan, ar Mestr en doa dibabet sentiñ ouzh al lusk a veze debret e vuhez gantañ a-vihanik ha mont hep damantiñ e bourzh al Lestr, o sammañ warnañ mil mallozh ar bed stag ouzh ar vag-se.

Koulskoude, neb a zibabo mont d'e heul a zesko diwar e goust e-unan pegen bresk e c'hell bezañ levezon ar Mestr pa ranko hemañ plegañ d'e dro d'ur galloud dic'hortoz dreist d'e youl hag a vo krignet gantañ kalon e blanedenn.

Daoust ha tonket e vo dezhañ, goude bezañ gouestlet e vuhez d'ar beajoù dibenn war ar morioù arvarus, echuiñ e gantreadennoù pell diouzh e garidi en ur gichen gant Lestr e Hiraezh ?

15 € (ouzhpennañ 3 € a vizoù-kas)

Mouladurioù Hor Yezh 14 Louzaouenn-an-Hañv / Rue du Muguet
22300 Lannuon / Lannion
02 96 48 03 00

Hor Yezh Mouladurioù

Ti-embann savet e 1980. 100 titl liesseurt : barzhonegoù, sonioù, danevelloù, romantoù, eñvorennoù, buhezskridoù, troidigezhioù, kelaouennerezh, yezh, kelenn... En savoir plus