Ar Vretoned a drugareka ministr an Endro hag ar C'hresk peurbadus

Ar Vretoned a drugareka ministr an Endro hag ar C'hresk peurbadus da vezañ kaset dezho al lestr-brezel brein (Le Colbert) gant 35 tonenn amiant ennañ.

Adlavarout a ra an EKB :

1. A-du eo savet dija evit ma vo savet e morlenn Brest ur greizenn diskar-digontammiñ listri.

2. e nec'hamant a viz Du 2006, pa weler e teuio porzh Brest ha pleg-mor Landevenneg da vezañ lec'hioù lastez e-lec'h e vo lezet al listri da vreinañ hep derc'hel kont ebet eus an en-dro.

An Aotrou ministr, Alain Juppé, maer Bourdel ivez, en deus soñjet sur a-walc'h e vefe "louzet" skeudenn e gêr garet ha setu perak en deus soñjet e vefe dereat reiñ un tamm brud da Abati Landevenneg, gant ar vrasañ madelezh evit Breizh. An EKB ne vanko ket da drugarekaat ar Ministr evel maz eo dleet dezhañ !

ar sekretour, Gwenael Kaodan

Alliance Fédéraliste Bretonne - Emglev Kevredel Breizh

Construire une Bretagne harmonieuse, réunifiée. Favoriser la prise de conscience identitaire et politique de la population. En savoir plus