E 2023 e voe savet ar gevredigezh Lennomp, dezhi da bal embann e brezhoneg albomoù evit ar vugale ha levrioù aes da lenn evit ar yaouankizoù ; krouidigezhioù eo an holl levrioù embannet. E Laz (29) emañ sez ar gevredigezh, 15 ezel enni.

E 2023 e voe savet ar gevredigezh Lennomp, dezhi da bal embann e brezhoneg albomoù evit ar vugale ha levrioù aes da lenn evit ar yaouankizoù ; krouidigezhioù eo an holl levrioù embannet.
E Laz (29) emañ sez ar gevredigezh, 15 ezel enni.

Mont en-dro

Seizh dastumad zo kinniget gant Lennomp, hervez oad al lenner(ez) ha live yezh ar skrid.
Degemeret e vez skridoù a bep orin, gant ma ne vint ket troidigezhioù. Pa vez kavet mat skrid ha skeudennoù ur ginnigadenn gant bodad-lenn ar gevredigezh e tro da raktres : maketennet e vez an albom pe al levr ha lakaet prest da vezañ moullet.
Da neuze e vez kinniget d'an dud rakprenañ al levr a zo prest ; ne vez embannet nemet an niver a skouerennoù a zo bet gourc'hemennet, kuit a foranañ.

Levrioù embannet

    • Pevar levr a voe kinniget hag embannet e 2024.

    • Pemp titl ouzhpenn a voe 2025.

Advoulladurioù

Divizet ez eus bet kinnig ma vefe advoullet levrioù :

    • Bezañ mestr ha Lizher d'am mamm-gozh, bet embannet e 2024 ;

    • Derc'hel soñj, Paotr ar bara-mel ha War-zu ar frankiz, bet embannet e 2025.

D'ar memes priz, 7€, e vint lakaet e gwerzh.
Digoret e vo ar rakprenañ, dre al lec'hienn Lennomp.bzh, d'ar 15 a viz Gwengolo 2025, betek an 2 a viz Du 2025. Moullet e vint e miz Du ha kaset d'an dud kerkent.

Raktresoù an embann e 2026

Pemp titl a vo kinniget :

    • Daou anezho a vo albomoù e liv, evit ar vugale : N'ouzon ket, ha Marousya n'eo ket laouen ;

    • Pevar romant aes da lenn : Galia 2.0 gant Paol ar Meur, Gwalleurioù un debrerez linad gant Laurence Lavrand, Minc'hoarzhoù a-dreuz gant Alan Dipode hag E ifern yen ar mor don gant Jakez-Erwan Mouton.

Dalc'het e vo d'ar memes priz, 7€ an tamm, an hanter o vezañ roet d'ar skolioù divyezhek.
D'ar 15 a viz Gwengolo 2025 e vo ivez digoret d'ar rakprenañ al levrioù kinniget evit 2026, ha klozet d'an 31 a viz Mae 2026.

Muioc'h a ditouroù

Evit gouzout muioc'h a-zivout an holl ginnigoù, ar moulladurioù hag an advoulladurioù ez aliomp an dud da deurel ur sell war lec'hienn Internet ar gevredigezh, <a href="https://lennomp.bzh/" target="_blank" rel="noopener">Lennomp.bzh</a>.

Yann-Fañch Jacq

Yann-Fañch a fait partie de Kan ar Mor puis comme directeur d’an Oaled à Tréglonou. Il a été professeur de breton à Diwan. En 1984 il lance la maison d’édition Keit vimp bev, spécialisée dans les ouvrages en langue bretonne pour la jeunesse. En 2005, il lance Ya !, le seul hebdomadaire monolingue breton qui paraît, sans faille, depuis cette date. Il a aujourd'hui passé la maim mais a lancé Lennomp une maison d'édition de lives en breton par souscription.