Publier Publier avec l'IA S'accréditer S'abonner à une newsletter Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
- Sommaire -
Lennit Bremañ miz Even
Lennit Bremañ miz Even! Votadegoù lec'hel Kembre, buhez politikel Rusia, stad gennad ar yer e Breizh, kinnig ar gannaded kemm mellad 1 Bonreizh Frañs, Apollo 13 troet e brezhoneg, krogad Breizh-Kongo
Par Olier Ar Mogn pour Pole Langue Bretonne Skol An Emsav le 3/06/08 10:08

Lennit Bremañ miz Even!

Votadegoù lec\'hel Kembre, buhez politikel Rusia, stad gennad ar yer e Breizh, kinnig ar gannaded kemm mellad 1 Bonreizh Frañs, Apollo 13 troet e brezhoneg, krogad Breizh-Kongo e Sant-Brieg... Anv zo eus an holl draoù-se ha traoù all c\'hoazh e-barzh niverenn /Bremañ/ miz Even 2008.

An teuliad peder fajennad zo gouestlet en niverenn-mañ da 30vet deiz-ha-bloaz skolioù Diwan ha berzh ar Redadeg. Pozioù kanaouennoù bet savet evit an degouezh, pennadoù-kaoz, skeudennoù hag ur sell war al levrioù embannet evit lidañ an deiz-ha-bloaz... Teir fajennad ispisial a gaver ivez, gouestlet da zarvoudoù 1968, savet gant Lukian Kergoat. Heuliad ar pennad a vo tu da lenn e niverenn Gouere-Eost Bremañ.

Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)

E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.

Evit gouzout hiroc\'h: www.breman.org

Voir aussi sur le même sujet : brezhoneg
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn