Golo Bremañ 328.
Golo Bremañ 328.

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin.

Bep miz, abaoe 1980, e kinnig ar gelaouenn Bremañ pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin. Gwalldaolioù ar 26 a viz Du 2008 e Mumbai, politikerezh Sina en Afrika, stad an traoù evit un implijad eus labouradeg PSA Roazhon, ar reuz bet er Post e Breizh e-keñver ar brezhoneg, skipailh FC an Oriant, troiad filmoù bevaat Daoulagad Breizh... Kaoz zo eus an holl draoù-se ha traoù all c\'hoazh e-barzh niverenn Bremañ C\'Hwevrer 2009. An teuliad peder fajennad zo gouestlet da vrezel Gaza. D\'ar 27 a viz Kerzu 2008 eo tarzhet muioc\'h c\'hoazh ar feulster e strizhenn Gaza gant argad arme Israel. En teuliad e vez kinniget ur pennad diwar-benn stad an dachenn douar, arouezius eus an dizemglev padus etre Israeliz ha Palestiniz. Eil lodenn an teuliad a ro ar gaoz d\'ur c\'helaouenner bet war an dachenn e fin miz Genver, evit testeniañ eus ar pezh en deus gwelet e Gaza.
Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm) E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant. Evit gouzout hiroc\'h : http://www.breman.org