
Lennit Bremañ Gwengolo ! Brezel Osetia ar Su, reuz priz al laezh, raktres skol-veur niverel Breizh, enoret krouerien Bodadeg ar Sonerion Robert Marie ha Polig Monjaret, boulc'het filmañ eil rummad Leurenn BZH...
Lennit Bremañ Gwengolo ! Brezel Osetia ar Su, reuz priz al laezh, raktres skol-veur niverel Breizh, enoret krouerien Bodadeg ar Sonerion Robert Marie ha Polig Monjaret, boulc\'het filmañ eil rummad Leurenn BZH... Anv zo eus an holl draoù-se ha traoù all c\'hoazh e-barzh niverenn Bremañ Gwengolo 2008. An teuliad peder fajennad zo gouestlet en niverenn-mañ da zilennadegoù prezidant Stadoù-Unanet Amerika. A-benn ar 4 a viz Du e vo gouezet piv e vo. A bep seurt traoù a c\'hello levezoniñ an disoc\'h... Peder fajennad ispisial a gaver ivez, gouestlet d\'an deskadurezh uhel e brezhoneg, savet gant Lukian Kergoat. An heuliad a vo embannet e-barzh niv. miz Here Bremañ. Bep miz e kinnig ar gelaouenn Bremañ, abaoe 1980, pennadoù brezhonek a bep seurt, diwar-benn Breizh hag ar bed, kinniget brav, e doare ur magazin. Embannet gant Skol an Emsav (4,5 euro an tamm)E gwerzh er stalioù levrioù a ginnig danvez Breizh, pe dre goumanant.
Evit gouzout hiroc\'h : http://www.breman.org
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !