En abadenn Café Breton d'ar meurzh 7 a viz Kerzu e stal-levrioù Dialogues, e Brest, e vo kaoz eus lennegezh vrezhonek, ha pa vefe aes da lenn pe skiantekoc'h. Gwendal Piégeais ha Malo Adeux a ginnigo Nidiad ha Herve Lossec e levrioù diwezhañ

En abadenn « Café Breton » d'ar meurzh 7 a viz Kerzu, 6 eur noz, stal-levrioù Dialogues, straed Siam e Brest, e vo kaoz eus lennegezh vrezhonek, ha pa vefe aes da lenn pe skiantekoc'h...


Gwendal Piégeais ha Malo Adeux a ginnigo "Nidiad", ur gelaouenn gouestlet da gudennoù ar grouidigezh e tachennoù al lennegezh, ar varzhoniezh, ar brederouriezh, an arz, an istor, h.a.


Diouzh un tu all, e vo kinniget gant Herve Lossec e levrioù diwezhañ :

– "Ar friko milliget", ur romant skrijus troet diwar levr Anne Guillou Noce maudite

– "Les Bretonnismes", ur studiadenn fentus eus an troioù lavar deuet deus ar brezhoneg e galleg ar vro – "Tu pe du", un dastumad danevelloù evit ar re yaouank a zo war listenn prizioù France 3 miz Genver a zeu...

E brezhoneg penn da benn !

Michel Treguer

Michel Treguer est l'animateur bretonnant des rencontres “Café breton” qui se déroulent à la Librairie Dialogues de Brest. <br>Forum Roull<br>29200 Brest <br>Tel : 02 98 44 88 68. Site de la Librairie : http://www.librairiedialogues.fr/ En savoir plus