Put your name here


Lena Louarn a zle dibab
Evidomp da anzav he deus kaset a-benn ul labour eus ar c'hentañ e servij ar brezhoneg, e tiogelomp ne zle ket Lena Louarn mont war listenn Le Drian Penn-ar-Bed, o
Communiqué de presse de Alliance Fédéraliste Bretonne - Emglev Kevredel Breizh

Publié le 31/01/10 5:39 -- mis à jour le 00/00/00 00:00

Evidomp da anzav he deus kaset a-benn ul labour eus ar c'hentañ e servij ar brezhoneg, e tiogelomp ne zle ket Lena Louarn mont war listenn Le Drian Penn-ar-Bed, o vezañ ma ne c'hall ket an div garg-se mont asambles. E kement ha ma'z eo Prezidantez Ofis ar Brezhoneg, e tle Lena Louarn bezañ neptu, rak ar framm-se a zo harpet gant redennoù politikel hag aozadurioù a bep seurt. Padal, dimp da c'houzout, bodad hollek Ofis ar Brezhoneg n'eo ket bet goulennet e ali digantañ eviti da vont war ar renk. Rak-se, dre onestiz spered - ar pezh he deus diskouezet kaout betek-henn- e tle ober an dibab : pe dilezel he c'harg a Brezidantez Ofis ar Brezhoneg pe kroaziañ war he mennad da vezañ war listenn Le Drian Penn-ar-Bed.

Burev EKB

Voir aussi :
facebook
mailbox
imprimer
Cet article a fait l'objet de 1173 lectures.
logo
Sevel ur Vreizh heson, adunvanet. Reiñ lañs da emskiantekaat hevelebel.
Gwelout pennadoù all Alliance Fédéraliste Bretonne - Emglev Kevredel Breizh
Vos 1 commentaires
  Mark Kerrain
  le Mardi 31 août 2010 23:27
Ne vern petra a sonjer eus anv LL war listenn ar PS eo anavezet gant an holl he deus labouret e Roazhon. Sklaer eo ne felle ket d'he mignoned politikel kaout ur brezhoneger/ur vrezhonegerez war o listenn en Il ha Gwilun. Kement se a ouiemp dija gant skoazell vut ar PS d'ar brezhoneg en afer klas divyezhek Bruz e miz Gwengolo 2010. Enep ar brezhoneg e Bro-Roazhon eo ar PS. Met sur mat eo a-du gantañ en ur c'horn bennak all.
(0) 
ANTI-SPAM : Combien font 6 multiplié par 4 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.