150 pajennad e brezhoneg (da lavaret eo 50.000) a c'hell bezañ lennet gant ar dud : ul labour kaset da benn vat gant servij Treiñ-Aliañ Ofis ar Brezhoneg. E teir yezh e oa tu da weladenniñ lec'hienn genrouedad Gwened betek-henn : galleg, saozneg, alamaneg. Abaoe un nebeud sizhunvezhioù ez eus ur

150 pajennad e brezhoneg (da lavaret eo 50.000) a c'hell bezañ lennet gant ar dud : ul labour kaset da benn vat gant servij Treiñ-Aliañ Ofis ar Brezhoneg.

E teir yezh e oa tu da weladenniñ lec'hienn genrouedad Gwened betek-henn : galleg, saozneg, alamaneg. Abaoe un nebeud sizhunvezhioù ez eus ur yezh all war wel: ar brezhoneg. Un arouez kreñv eo bezañ lakaet ar brezhoneg par da deir yezh meur e Europa war lec'hienn ur gêr ken pouezus ha Gwened : diskouez pegen bev eo ar brezhoneg er Mor-Bihan eo ar pal.

En deiz a hiziv ez eo e Gwened e kaver an niver brasañ a skolidi skoliataet en hentadoù divyezhek. Ouzhpenn da se eo e bro Kêr-Wened eo e kaver, goude bro Vrest, an niver uhelañ a skolidi divyezhek e Breizh.

Divizet ez eus bet eta gant ti-kêr Gwened respont d'ar goulenn sokial a-du gant ar brezhoneg dre ginnig al lec'hienn ensavadurel vrasañ a gaver hiziv e brezhoneg.

Evit gouzout hiroc'h : http://br.mairie-vannes.fr/

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus