Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
- Communiqué de presse -
Le Bour/Bodros : peadra da zañsal gant nerzh betek fin an noz
Hiziv an deiz e ra berzh ar re a zo daou ha daou war al leurenn, tud yaouank ha sonerien vat anezho
Par Fanny Chauffin pour Taol Kurun le 11/08/13 0:14
:

Hiziv an deiz e ra berzh ar re a zo daou ha daou war al leurenn, tud yaouank ha sonerien vat anezho

Gwir eo en Oriant ez eus peadra da vezañ fachet da gentañ : ur stand brudañ arme bro C'hall ... war c'hae Breizh, logoioù gwin gwen Bourdel, diouer a vrezhoneg (kentel brezhoneg ebet, plas dister e roll an abadennoù, war al leurenn...), ur geriadenn kengred gant nebeut a dra, an Egor vras, an "dôme" aet diwar wel, teltenn vras an Asturias gant sonerezh Breizh Uhel e-barzh, priz An dro the World da 10 euro ...

Met cornish pasties tud Kerne Veur a zo ken mat, festoù noz sal Carnot ' zo dreist, hag ar fest-deiz gant an arzourien dibabet gant Thomas Moisson ' zo atav ken plijus.

Ha pa vez gwelet kement a dud o tañsal, peadra a zo da gaout fiziañs en dazont. Ur pobl a zañs ne varvo ket !!!