Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Présentation de livre -
Lavar 16
L A V A R 1 6 An tregont eizh notenn a ya d’ober korf Lavar 16 zo frouezh ar youl o deus ur rouedad kevelerion da gaout en o c’herz ar binvioù lavarel dereat rekis evit o labour pemdeziek. Ar pal hollek-se a ro da gompren perak ne vez
Coic Mikael Par Preder le 26/01/06 15:49

L A V A R 1 6 An tregont eizh notenn a ya d’ober korf Lavar 16 zo frouezh ar youl o deus ur rouedad kevelerion da gaout en o c’herz ar binvioù lavarel dereat rekis evit o labour pemdeziek. Ar pal hollek-se a ro da gompren perak ne vez raktres ebet da levrennoù lavar. Gweet e vez an danvez anezho, evel ma teu e teu, hervez ar c’hrefen a yezh, met ivez a breder, a gav an aozerion a-dreuz d’o hent. E se, e toug al levrenn-mañ roudoù eus : imbourc’hioù Gab Cherel hag Alan E. Ar Berr, a verk un termen da vloavezhiadoù prientidigezh o levr, Geriadur ar Verdeadurezh, deuet er-maez hevlene , ematersoù Laorañs Motrot war an durc’hadurioù kempred boutin etre ur preder arab ’zo hag ur preder brezhon ’zo, ar strivoù renet gant Yann Varc’h Thorel evit lakaat en ur brezhoneg resis ha sklaer ur studienn sirius ha klok, savet avat en ur galleg diouzh ar c’hiz psi gant un arbennigour war strafuilhoù anaoudel ar vugale er skol, embregadennoù Pierrette Kermoal en amboaz reiñ ul lañs nevez d’ar skridvarnerezh ha d’al lizheregouriezh, damant Martial Ménard da bourchas d’ar skolioù dornlevrioù ha geriadurioù er yezh kempred, kendalc’h an ergerzhadennoù kaset gant Roger Le Nestour en istor riezoù ar bed abaoe an 18t kantved, al linennoù bras treset gant Chantal ha Yann-Baol An Noalleg e sell d’ur Geriadur a ’r Geginouriezh, divrazadur ur Geriadur a ’r Gwin gant Guy Étienne, Alan E. Ar Berr, Yann-Baol An Noalleg, taolioù arnod Guy Étienne evit dedalvout d’ar c’hramadeg hentennoù ’zo eus ar Brederouriezh, erbar an hevelep aozer da geñveriañ, e sigur ur sell war skridoù Husserl, Heidegger ha Descartes, barregezhioù an alamaneg, ar galleg hag ar brezhoneg e lavar ar preder.

Al levr, 536 p., 15,8 21,7 cm, priz 25 euro ISBN 2-901 383-61-0

Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 7 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons