Pennglañdiourez en ospital Karaez eo Laurence de Bouard, 40 vloaz dezhi. Bet e oa bet e-touez ar re o doa kaset stourm Karaeziz evit o ospital a-benn derc'hel digor e holl servijoù. Daoust m'he doa kemeret perzh er manifestadegoù a-enep al lezenn Devaquet e 1986, eo gant stourm Karaez he deus lakaet en he soñj mont da vat dezhi, diouzh un tu gant ur sindikad, ha diouzh an tu all, gant an NPA (Strollad Enepkevalaour Nevez).
A-enep ar gevredigezh kevalaour a-vremañ hag Unvaniezh Europa e-giz m'eo bet savet abaoe ar penn kentañ ( «a-drugarez» d'ar c'hevezerezh dieub ha diharz ez a kement tra da varc'hadourezh, ar yec'hed ivez), emañ Mab-Den e-kreiz pep tra evit Laurence de Bouard. Nac'h a ra ar pilpouserezh ha klask doareoù all da stourm ha da herzel, gant nerzh-kalon, fent, mennozhioù ha teneridigezh...
Pouezus-kenañ eo difenn an ospitalioù publik eviti hag ober a ra he seizh gwellañ a-enep al lezenn Bachelot ( a gas d'an «ospital-embregerezh» ) hag hi ha stourm start evit derc'hel an ospitalioù hag ar servijoù publik tost d'ar gêr. Fellout a ra da Laurence de Bouard komz en anv ar re a zifenn micherioù ar yec'hed e Bro-C'hall hag en Europa. Peogwir eo mennet-bras gant se, e politikerezh hag en he micher, he deus c'hoant da zifenn, asambles gant ar re a stourm, ur servij publik yec'hed a-zoare, tost d'ar gêr hag evit an holl en Europa.