E ti-kêr Gwengamp e oa bet aozet an abadenn da ginnig ar c'houlzad Plijus d'ar 14 a viz Gwengolo 2010, dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C'Huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez Ofis ar brezhoneg

E ti-kêr Gwengamp e oa bet aozet an abadenn da ginnig ar c'houlzad Plijus d'ar 14 a viz Gwengolo 2010, dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C'Huzul-rannvro karget eus yezhoù Breizh ha prezidantez Ofis ar brezhoneg, an it. Annie Le Houérou, maerez Gwengamp (kumun he deus sinet ar garta), tud e karg an Ofis, ar c'hevread Deskiñ d'an oadourien (DAO) ha frammoù kelenn Aodoù-an-Arvor.

Da-geñver an emvod-kelaouiñ-se e oa bet kinniget stad an traoù gant ar stummadurioù evit an oadourien. 5000 den a zo o teskiñ ar yezh e meur a zoare : kentelioù-noz, stummadur dibaouez war al lec'h labour, stummadurioù hir.

Warlene e oa bet gwelet ur c'hresk a 5 % er c'hentelioù-noz, 10 % evit ar stummadurioù war al lec'h labour hag 20 % er stummadurioù hir (6 miz da nebeutañ).

Diouzh he zu e ouestlo Rannvro Breizh ur budjed a 800.000 euro evit diorren an aozadurioù kelenn d'an oadourien hag ar stummadurioù kinniget dezho dre ma'z eo karget eus ar stummañ dibaouez.

Gant an Ofis e oa bet kinniget skeudenn brudadeg 2010 a vo gwelet war 8.000 skritell, 20.000 plegfollenn ha 18.000 flyer skignet gant skoazell ar C'Huzul-rannvro, ar C'Huzulioù-departamant hag e-tro 220 kumun. Gant Radio Bleu Breizh-Izel e vo skignet bommoù brudañ hed-ha-hed miz Gwengolo.

Un niverenn wer a c'haller gervel diwar-vremañ evit kaout an titouroù talvoudus : Ar C'Hevread DAO dao.breizh.free.fr

Stag ouzh ar skrid-mañ ez eus bet lakaet ur gartenn a ziskouez al lec'hioù kelenn d'an oadourien. Ouzhpennet eo bet anvioù an 10 lec'h nevez a zegemer kentelioù er bloaz-mañ. Da bellgargañ mod-all : roll ar frammoù hag al lec’hioù ma vez kelennet ar brezhoneg (ouzhpenn 150 lec’h a zo bremañ) e Breizh, e Frañs hag er bed. Kelennet e vez ar brezhoneg e 14 bro ha 3 c’hevandir.

Documents liés

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus