Teirvet kumun Kumuniezh kumunioù Plabenneg hag an Aberioù eo Lanniliz o tivizout ez-ofisiel labourat evit ar brezhoneg gant sinadur ar garta Ya d'ar brezhoneg d'an 28 a viz Du 2008.

Teirvet kumun Kumuniezh kumunioù Plabenneg hag an Aberioù eo Lanniliz o tivizout ez-ofisiel labourat evit ar brezhoneg gant sinadur ar garta Ya d'ar brezhoneg d'an 28 a viz Du 2008.

Sinet eo bet ar garta eta gant an Ao. Claude Guiavarc'h, maer ha kuzulier-departamant hag Andrev Lavanant, ezel eus kuzul-merañ Ofis ar Brezhoneg.

Goude Sant-Pabu e 2006 ha Plouvien e 2007 eo bet votet gant kuzul-kêr Lanniliz klask tapout label a live 1 ar garta dindan bloaz gant 5 ober da gas da benn.

40 % eus bugale ar gumun a zo skoliataet er c'hentañ derez divyezhek e Lanniliz. War a seblant koulskoude e fell d'an ti-kêr kenderc'hel da vont pelloc'h dre m'en deus dibabet daou ober a-bouez evit diorren ar brezhoneg er skolioù : ober un enklask war soñj tud ar vugale a-benn gouzout pegen dedennet ez int gant ar c'helenn divyezhek ha reiñ ur skoazell arc'hant pe deknikel evit kreñvaat ar skolioù divyezhek war e dachenn.

A-hend-all e kemero perzh Lanniliz diwar vremañ er vrudadeg evit ar c'helenn d'an dud deuet aozet gant an Ofis hag e kinnigo kartennoù-bizit divyezhek da zilennidi ar c'huzul-kêr.

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus