Gant Riwanon an Habask ha Herve Le Jeune. “Lanig a zo ur paotrig o chom war ar maez. Plijout a ra

Lanig hag ar fank-kakac'h, ul levr nevez evit ar vugale gant Riwanon an Habask & Herve Le Jeune.
“Lanig a zo ur paotrig o chom war ar maez. Plijout a ra kalz dezhañ lammat er poulloù-dour hag er pri. (...) Drol eo se, n'eo ket?Gant ar fank e vez prop al loened ha lous an dud!” Gellout a ra bezañ kontet an istor d'ur strollad bugale, e mod teknik kontañ japanat kamishibai. Lakaet e vez al levr e stumm ur marc'h-koad. Ne vez diskouezet nemet an tresadennoù d'ar vugale. Lennet e vez an istor a vouezh uhel gant al lenner a-drugarez d'ar follenn renabl. Gellout a ra ivez al levr bezañ kontet ha lennet gant ur bugel hepken, en ur zerc'hel digor al levr penn-da-benn, plaen dirak ar bugel. 32 p. + ur follenn renabl ; 21 x 21 cm ; 10 € ; ISBN : 978-2-91-6835-36-5 ; keinet gant organelloù, ur marc'h-koad. Adalek 3 bloaz. Skignet gant an embanner