Pegen brav ha plijus e oa lennadenn ar filmaozer Bastian Guillou !
N'en doa ket anavezet barzhez ar C'houerc'had. Re yaouank e oa. Koulskoude e oar mat piv e oa ha gallout a ra kontañ he istor, anvioù he chas, boazioù he doa...
Plijout a ra dezhañ lavarout e oa kouezhet eus un doenn war blasenn iliz ar C'houerc'had, ha dibaoe eo staget ar paotr ouzh an tamm douar-mañ. Ne c'helle ket ar festival dibab ul lenner gwelloc'h evit oberenn Anjela Duval. Setu lennet gantañ "Lagad an Heol".
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !