Dalc'het eo bet lid-roidigezh al label Ya d'ar brezhoneg d'ar gevredigezh Gouelioù Breizh (ha lid-sinañ an Emglev gant Festival Fisel) e Karaez d'ar Sadorn 21 a viz Mezheven 2008 dirak

Dalc'het eo bet lid-roidigezh al label Ya d'ar brezhoneg d'ar gevredigezh Gouelioù Breizh (ha lid-sinañ an Emglev gant Festival Fisel) e Karaez d'ar Sadorn 21 a viz Mezheven 2008 dirak an Ao. Yann-Bêr Thomin, kuzulier-rannvro e karg eus ar politikerezh yezh, an Ao. Ange Herviou, kuzulier-departamant en Aodoù-an-Arvor, an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg gant izili eus ar c'huzul-merañ ha prezidanted hag izili an div gevredigezh er jeu.

Roet eo bet da Ouelioù Breizh, kevread a vod un hanter-kant poellgor aozañ gouelioù ha festivalioù bennak e Breizh, al label Ya d'ar brezhoneg a live 1 « skoazell d'ar brezhoneg » evit ur roll 8 ober. Krouet eo bet al label-se gant an Ofis evit skoazellañ ar c'hevredigezhioù pe an embregerezhioù o deus sinet an Emglev da vont war-raok dre sevel oberoù aes da gas da benn evit ar brezhoneg.

8 ober a oa bet dibabet ha kaset da benn vat gant Gouelioù Breizh : al logo, ar c'hartennoù-hetoù, ar c'hartennoù-bizit, ar paper talbennet a zo divyezhek. Ur pennad divyezhek a vez embannet e kazetenn ar framm. Lakaet war wel e brezhoneg eo bet eurioù-digeriñ ar burev. Peget eo bet kit panellerezh an Ofis er burevioù ivez ha lakaet eo bet lec'hienn genrouedad ar gevredigezh e brezhoneg.

Talvoudekaat a ra al label-se al labour sirius kaset da benn gant ar gevredigezh hag a zesach he izili war he lerc'h.

Diwar skouer Gouelioù Breizh eta en deus divizet ar Festival Fisel mont gant ar memes hent ha sinañ live 1 an Emglev evit tapout an hevelep label. 6 ober a zo bet dibabet : treiñ al lec'hienn genrouedad, kinnig ur panellerezh divyezhek e-pad ar gouel, embann ur blaketenn vrudañ divyezhek, kas kemennadennoù en 2 yezh d'ar c'hazetennoù, embann kartennoù-hetoù ha pedadennoù e brezhoneg.

Dedennus ha plijus eo gwelet e vez taolet muioc'h a evezh ouzh ar brezhoneg gant aozerien ar gouelioù e Breizh. Goude gouel Emvod ar Gelted, Kan ar Vartoloded, Kanomp Breizh, ez eus bremañ daou aozadur nevez a labour evit diorren an divyezhegezh e bed ar gouelioù e Breizh.

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus