Da-geñver emvod meur ar c'hevredad Kanomp Breizh a zo bet dalc'het e Pleuveur-Bodou d'an 8 a viz Meurzh 2008, an It. Claudine Simon, e brezidantez he deus resevet digant an Ao. Herve Seubil-Kernaudour, eus Burev Ofis ar Brezhoneg, label live 1 an emglev Ya d'ar brezhoneg. War al lec'h

Da-geñver emvod meur ar c'hevredad Kanomp Breizh a zo bet dalc'het e Pleuveur-Bodou d'an 8 a viz Meurzh 2008, an It. Claudine Simon, e brezidantez he deus resevet digant an Ao. Herve Seubil-Kernaudour, eus Burev Ofis ar Brezhoneg, label live 1 an emglev Ya d'ar brezhoneg. War al lec'h e oa ivez holl zileuridi lazoù-kanañ ar c'hevredad, an It. Armelle Guillou, sekretourez Kanomp Breizh, dilennidi ar vro hag izili eus an Ofis.

E Kevredad Kanomp Breizh, bet krouet e 2004, ez eus bodet 22 laz-kanañ brezhonek. War-dro ar brudañ hag ar stummañ e vez graet evito gant ar framm-mañ. Divizet eo bet gant Burev ar gevredigezh kas war-raok meur a ober a-benn diorren tamm-ha-tamm implij ar brezhoneg en he mont en-dro

8 ober a zo bet kaset da benn c'hoazh gant ar gevredigezh ha dre ma'z int bet graet mat, hervez dezverkoù an Ofis, e ro dezhi an aotre da resev al label live1. Kartennoù-hetoù ha kartennoù-bizit divyezhek a zo bet savet gant ar gevredigezh. Kemennadenn responterez ar gevredigezh a zo divyezhek ivez, koulz hag ar c'hartoñsoù-pediñ. E brezhoneg emañ al logo. En div yezh bep tro e vez kinniget pennad-stur lizher-kelaouiñ ar c'hevredad ha plaketenn vrudañ ar framm a zo divyezhek penn-da-benn. Ouzhpenn-se, dre ma kan holl lazoù-kanañ ar c'hevredad e brezhoneg, eo bet lakaet an « ober »-mañ da « ober dibar ».

Abalamour m'eo bet kaset da benn vat eta an 8 ober merket a-us eo bet roet al label 1 da Ganomp Breizh ha sinet he deus ar gevredigezh evit mont war-zu al label 2 war un dro o tiskouez dre ar sinadur-mañ he c'hoant da vont pelloc'h evit ar brezhoneg.

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus