Goulennet en deus ar c’huzul sevenadurel diganto ober a-benn kaout an adunvanidigezh, ur servij publik skinwel ha skingomz, diorren ar c’helenn e brezhoneg ha treuzkas galloudoù hag arc’hant evit se, ha peurwiekaat karta Europa evit ar yezhoù. Petra a soñjont ?

Goulennet en deus ar c'huzul sevenadurel diganto ober a-benn kaout an adunvanidigezh, ur servij publik skinwel ha skingomz, diorren ar c'helenn e brezhoneg ha treuzkas galloudoù hag arc'hant evit se, ha peurwiekaat karta Europa evit ar yezhoù.

Petra a soñjont ?

Kaset e oa bet ar goulennaoueg d'an holl zanvezioù war ar 5 departamant (nemet da re an FN hag an MNR ha re hep chomlec'h anavezet).

Tost holl zanvezioù o deus respontet d'ar goulennaoueg a zo a-du gant ar 5 poent kinniget. Kavout a reot ar goulennaoueg ha respontoù danvezioù ho pastell-vro ha displegadennoù kaset deomp gant danvezioù war Blog Kuzul Sevenadurel Breizh.

Kevredigezh Breizh Unvan (ezel eus Kuzul Sevenadurel Breizh) he deus kaset ivez d'an danvezioù ur goulenn diwar-benn an adunvanidigezh. Respontoù an danvezioù war ar poent se a vez kavet war lec'hienn Breizh Unvan www.bretagne-reunie.org.
Kit hep dale war: http://www.kuzul.info/