Un nebeud izili eus Strollad Breizh Bro-Wened-Uhel
Un nebeud izili eus Strollad Breizh Bro-Wened-Uhel

N'eo ket Strollad Breizh nevez degouezhet e Bro-Wened-Uhel. Daoust dezhañ bezañ bet ingal war ar renk evit an dilennadegoù kanton, kêr, kannad ha departamant er bloavezhioù kent, n'oa rann ebet

N'eo ket Strollad Breizh nevez degouezhet e Bro-Wened-Uhel. Daoust dezhañ bezañ bet ingal war ar renk evit an dilennadegoù kanton, kêr, kannad ha departamant er bloavezhioù kent, n'oa rann ebet dezhañ evit gwir, hogen e oa ouzh e ober un diazez ken sonn hag amspis a harperien stag ouzh o zachenn tro-dro Gwened hag An Alre, p'emañ unan eus ar re nerzhusañ zo, engouestlet mard eo er vuhez keodedel ha politikel.

Skritell, Europa ar c'hôrnog war zihuniñSkritell, Europa ar c'hôrnog war zihuniñ photographe

Gwriziennet donoc'h e c'hallo bezañ rann Gwened-Uhel dre vezañ kefridiel hiviziken. Dezhi ur burev bet dilennet, anezhañ Bertrand Deléon e vouezh-aotreet ha Dominig Yvon e sekretour, o vezañ o daou evit takad ar rann-se.

Emañ Rann Gwened-Uhel o plediñ gant kendivizad broadel ar strollad a vo e Palez an Arzoù hag ar C'hendaelioù e Gwened just a-walc'h, d'ar 27 a viz Mezheven a zeu. War-dro 300 perzhiad a zeuy di da eskemm war krafoù pennañ programm kabaliñ an dilennadegoù Rannvro, p'emañ hollbouezus termen ar c'houlzad-se evit Breizh.

Evit Rann Gwened-Uhel Strollad Breizh,

Bertrand Deléon.