Sur eo bremañ, skipailh mell-droad Breizh a gemero perzh en un tournamant e Korsika : "Corsica Football Cup" a zegouezho etre ar Merc'her 19 hag ar Gwener 21 a viz Mae. An "Diaouled Du" a vo gant skipailhoù Togo, Gabon ha Korsika. Div lodenn a vo : d'an 19 a viz Mae evit an hanter c'hourfennoù e Aiacciu (Timizzolo) ha d'an 21 a viz Mae evit ar gourfenn

Sur eo bremañ, skipailh mell-droad Breizh a gemero perzh en un tournamant e Korsika : "Corsica Football Cup" a zegouezho etre ar Merc'her 19 hag ar Gwener 21 a viz Mae. An "Diaouled Du" a vo gant skipailhoù Togo, Gabon ha Korsika. Div lodenn a vo : d'an 19 a viz Mae evit an hanter c'hourfennoù e Aiacciu (Timizzolo) ha d'an 21 a viz Mae evit ar gourfenn hag ar c'hrogad evit an trede plas e Bastia. Ar c'hrogadoù a vo diouzh un dennadeg er sizhun a zeu.

Goude meur a geloù ha n'o deus ket disoc'het war krogadoù posupl hag hoalus e Breizh, hor strollad en doa aon rak un eil bloavezh hep match evit skipailh Breizh. An tournamant-mañ zo ur c'heloù dispar peogwir e c'hallo skipailh an "Diaouled Du" prouiñ eo reizh e vefe anezhañ, ur wech c'hoazh a-drugarez da B.M.K (Breizh Mell-droad Kevredigezh).

Kop Breizh a vod harperien skipailh Breizh a vo e Korsika evit an tournamant daoust m'emañ pell. Beajerien eo ar Vretoned ha gant lorc'h ez aimp war enezenn Korsika evit harpañ hor re. Gervel a reomp an holl dud a zo mennet da zont e darempred ganimp ha gervel a reomp dreist-holl ar gumuniezh vreizhek a zo war an enezenn d'en em vodañ evit harpañ an "Diaouled Du". Un degouezh e vo da gas ur skoazell greñv d'hor skipailh. Un degouezh all eo da vodañ Breizhiz tro-dro d'o skiphailh evel m'hon eus graet betek bremañ.

Trugarez a lavaromp da B.M.K. evel atav met da "Corsica Football Association" ivez, evit aozañ an tournamant-mañ a roio eñvorennoù don d'hon div vroad.

Goude e adsavidigezh e miz Mae 2008 e Sant-Brieg, eo buhezek skipailh Breizh atav. Ret eo deomp, bremañ, bezañ ken mennet atav ha difenn gant lorc'h hol livioù e-pad ar c'hrogadoù a-live etrebroadel a zo dirazomp.

E pep lec'h hag atav !

Strollad-ren Kop Breizh

Darempred : 06 63 51 51 94

Kop Breizh

Le Kop Breizh est un groupe de supporter de l'Equipe de Bretagne de football. Le groupe est indépendant de tout parti politique, mouvement ou association.
Le Kop Breizh revendique so caractère breton et celtique, à l'image de son équipe. Nous nous inscrivons de ce fait dans la promotion de l'identité bretonne.
www.kopbreizh.org
www.kop-breizh.niceboard.com En savoir plus