Evel \"un, div, teir...\" e 2010 ez eus bet dastumet danevelloù tro-dro d\'un tem. Savet oa bet d\'ar mare-se pevar istor merc\'hed etre 15 ha 75 vloaz gant Riwanon Kervella, Milena Krebs, Mai-Ewen ha Gwenvred Latimier-Kervella.
Ar wech-mañ eo Tinna Kraffys, Mai-Ewen, Moran Dipode, ha Milena Krebs o deus ijinet istorioù tro-dro da zazont ar re yaouank, titlet eo \"Kroaz Hent\". Gant pe hent mont pa vez echu gant ar vachelouriezh ? Studioù ? Un hent all ? Un hent dall ?
\"Skrijus an istorioù\", o doa lavaret izili ar juri : marv ur vamm, soñjoù du ur paotr yaouank o labourat en un embregerezh saverien moc\'h, ur c\'houblad yaouank kollet hag a chom da sevel goulennoù diehan, ...
Met istorioù du a blij d\'ar grennarded, hag evito eo un doare d\'en em soñjal diwar-benn o dazont dezho. Peseurt hent kemer ? Alies e vez dibabet dazont un den etre 17 ha 25 vloaz, ha da nebeutañ ez eus aze planedennoù disheñvel : e \"Valparaiso\" e kav he hent ar plac\'h o vont tramor, e \"Hent dall\" e vez paouezet gant studioù mezeg evit kregiñ gant studioù koñvers, e \"Roue an teilh\" eo berr an hent a gas d\'ar marv...
Da zont er maez a-benn nebeut.
5 euro, Keit Vimp Bev