
Goude Rebetiko, un torkad istorioù all gant Kristian Braz e ti Al Liamm
Átha Cliath, 1974 : ur Breizhad aet diwar-wel goude bombezadegoù euzhus Dulenn… He mamm o klask war e lerc'h gant sikour ur c'henvroad yaouank. Ar batriotez : e fin ar brezel, ur plac'h yaouank harzet gant an Alamaned, e seul he botez ur mesaj evit maki Sant Marsel… Gwez : erru er gêr d'an abardaez e wel Stefan gwez e gleuz pilet gant an amezeg… imor war-lerc'h glac'har… dont a ra da soñj dezhañ komzoù e dad-kozh… Mervel war doenn ar bed : penaos sikour un den da gavout hent ar marv mat, du-hont war an uhel. Kroashent-tro : ur retretad disoursi oc'h ober anaoudegezh gant poanioù ha stourmoù ar bobl. Ar Spier eus ar C'hornôg : da vare diskar ar renad komunour, ur brezhoneger yaouank e Berlin lakaet da spier en desped dezhañ. Hiraezh ar c'holl-boued : an diskaramzer o tont war un enezennig er mor Kreizdouar… Ur Breizhad dianket ha dizarc'hant flemmet gant hiraezh e vro. Feunteun Santez Diboan : Aziliz, plac'hig yaouank galloudoù hud ganti hep gouzout dezhi, a vez splujet e-kreiz stourmoù war-dro an dour er Menez.
Golo gant Patrick Lefko
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !