Tad Ubu ? Ionesco ? C'hoariva ? Ket, lizher Ministr aferioù estren ...

Tad Ubu ? Ionesco ? C'hoariva ? Ket, lizher Ministr aferioù estren ...

Diaes eo da grediñ : ne c'hell ket ur familh enskrivañ e bugale er skol peogwir eo bet embannet al levrig-tiegezh e brezhoneg hag e galleg. Roet dezho gant ti-kêr Karaez, al levrig-se a zo difennet gant ul lezenn gozh, a zifenn embann paperoù ofisiel divyezhek e bro C'hall. Kantadoù a familhoù (150 a zo bet roet e Karaez, un nebeut e Kemperle ...) gant bugale diskol a-benn ur sizhun ?

Ha Tangi, gant ur mousc'hoarzh (n'eo ket anvet "louarn" evit netra) a soñje e vefe ret skoazell maer Karaez, Troadeg, hag ar familh ... a-raok pell.

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....