
Daou levr, Spont ha Kest zo bet skrivet gantañ evit Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz
Daou levr, "Spont" ha "Kest" zo bet skrivet gantañ evit Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz
ABP - Pet levr 'peus skrivet evit PAV ha PAY ?
Kristian ar Braz - Spont (PAV) ha Kest (PAY).
ABP - Peseurt hini 'n deus roet dit ar muiañ a blijadur ?
KAB - An daou. Kest matreze, abalamour m'boa ranket mont pelloc'h gant an ijin hag an enklask.
ABP - Ar muiañ a labour ?
KAB - Kest, anat.
ABP - Ha tro'peus bet da vont e darempred gant ar re yaouank ? Er skol ? Er skolaj ?
KAB - Un tammig, pas trawalc'h d'am soñj : ur skol (Komanna), 2 skolaj (Gwiseni ha Plijidi).
Un dra vat/ret e vefe d'am soñj kas traoù evel-se war-raok.
ABP - Peseurt raktresoù zo war ar stern ganit ?
KAB -Lakaat Kest e stumm ur "romant grafek" (e daou damm) ; skrivañ danevelloù (unan da zont maez dizale el Liamm)
ABP - Ha lennet' peus levrioù all PAV ha PAY ? Peseurt re 'peus kavet ar re wellañ ?
KAB - Nebeut-tre e gwirionez. Gant ar vezh ! Plijet n'oa din awalc'h Balafenn-houarn. Alies on chomet a-sav gant levrioù all.
ABP - Deizh ha bloaz ar priz : petra 'pije c'hoant da lavarout d'an aozerien ?
KAB - Labourat war istorioù gwir a sach al lenner ha n'eo ket chom sac'het gant ar yezh. Pouezañ evit bezañ doujet gant an embannerien ! Klask enrollañ o skridoù/lakaat enrollañ anezhe evit ar radio.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !