golo an albom
golo an albom © auteur

328 vues

Krismenn a vo fennoz war leurenn Yaouank. Met hep c'hortoz ez eus tu kavout anezhañ war lec'hienn Difetis. Goude al levrelioù (20 levr niverel, bet pellgarget ouzhpenn 200 gwech) e degemer

Krismenn a vo fennoz war leurenn Yaouank. Met hep c'hortoz ez eus tu kavout anezhañ war lec'hienn Difetis.

Goude al levrelioù (20 levr niverel, bet pellgarget ouzhpenn 200 gwech) e degemer Difetis ur rummad nevez : ar sonerezh. A-benn nebeut e vo tu kavout albomoù arzhourien e brezhoneg. Hag evit digor ar rummad, petra gwelloc'h eget albom kentañ Krismenn.

Deuet e oa er maez e miz gouere 2011. Met n'eo ket aes kavout anezhañ er stalioù. War e lec'hienn ez eus tu urzhiañ ar CD, met ret eo c'hoazh gortoz paotr al lizhiri evit selaou outañ. Mont a ra buhanoc'h ar traoù gant Difetis : goude bezañ urzhiet an albom EP war al lec'hienn e vo tu da selaou ar pemp kanaouenn diouzhtu goude e vo bet pellgarget ar restr.

DIFETIS

Difetis

Premier site consacré aux produits numériques en breton

8 B RUE DE LA VALETTE

35113 DOMAGNE

06.78.58.87.94

http://www.difetis.com

contact@difetis.com
En savoir plus