
Tarzhañ a raio ar 17vet festival Taol Kurun e bro Kemperle adalek disadorn betek d'ar merc'her 26 a viz Genver. Debriñ hag evañ mat, ober cher vat, selaou sonerezh a feson gant 150 arzour ha 35 arvest disheñvel, posubl e vo !
Dousig e krogo ar festival gant daou staj e Kloar Karnoed (staj furlukin a vremañ gant ur fri pemoc'h e lec'h ur fri hag ur staj kan gant Brigitte Kloareg) hag ur c'hafe "bloaz ne'z" ba Skaer.
Dimerc'her e vo Fiona Mac Leod o kontañ marvailhoù d'ar re vihan da 3e goude merenn, lidet e vo digoradur ofisiel Taol Kurun ha filaj mod bro Skos da heul gant kontadennoù, traoù lipous, sonerezh ha kanaouennoù.
Diriaou tabut diwar-benn ar boued bio er c'hantin : penaos,gant produioù o tont deus pelec'h ? Hag an uioù ? Hag al laezh ? Penaos kaout muioc'h a voued o c'houzout e teu 80% deus ar boued bio prenet amañ 'maez deus Breizh ...
Digwener, krouidigezh ar festival : friko gant ar meuriad Brandivi, poent eo mirout un daol d'ar 02 98 71 74 94 pe 06 79 14 96 87.
Ha d'ar sadorn, stajoù gant Jorj Belz (kan da zañsal e bro Gwened), fardañ bier, keginañ an avaloù douar, staj dans evit ar re nul.
Hag ur pezh mell fest noz gant HIKS, ARVEST, Janvier/Durassier, Dauneau/Paulo.
Ha disul ? Marc'had ha fest deiz e sal vras ar c'hoad kaer, gant Louise Ebrel hag Ifig Flatrès, Fanfan, Pouleriquen/Salvar, produerien ar vro ...
Gras mat d'an holl arvesterien, o c'hortoz program an eil sizhun !
lec'hienn : http://taolkurun.free.fr/
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !