An it. Lena Louarn, prezidantez an Ofis, a oa bet degemeret en ti-kêr gant an ao. Daniel Moysan, maer Kraozon, d'an 8 a viz Here evit sinañ ar garta Ya d'ar brezhoneg dirak an it. Françoise Louarn, Kuzulierez-rannvro hag un toullad brav a dud

An it. Lena Louarn, prezidantez an Ofis, a oa bet degemeret en ti-kêr gant an ao. Daniel Moysan, maer Kraozon, d'an 8 a viz Here evit sinañ ar garta Ya d'ar brezhoneg dirak an it. Françoise Louarn, Kuzulierez-rannvro hag un toullad brav a dud.

Gant Kraozon e vo kaset da benn dindan daou vloaz 5 ober votet gant ar C'Huzul-kêr

Ne vo diaezamant ebet moarvat peogwir ez eus bet kaset da benn vat unan anezho c'hoazh ha ne oa ket an hini aesañ da seveniñ : renevezet eo bet penn-da-benn skol Diwan Kraozon gant servijoù an ti-kêr. Menegiñ a c'hellomp ivez emañ skol Diwan Kraozon o lidañ he 20vet deiz-ha-bloaz p'emañ an ti-kêr o sinañ ar garta Ya d'ar brezhoneg. Mod-all, panelloù divyezhek evit mont-tre ha mont e-maez ar gumun a zo bet staliet. Logo Kraozon ha pennad-stur kazetenn an ti-kêr a vo divyezhek diwar vremañ. Ar gumun a gemero perzh e brudadeg ar c'hentelioù brezhoneg evit an oadourien.

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus