Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Koulzad "Plijus" 2014
Roet e oa bet lañs d'ar c'houlzad da vrudañ ar c'helenn d'an dud deuet e Tolpad-Kêrioù S.Brieg d'an 9 a viz Gwengolo 2014. E sal Tolpad-Kêrioù S.Brieg e oa bodet
Visant Roue pour Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg. (OPLB / OPAB) le 16/09/14 14:20

Roet e oa bet lañs d'ar c'houlzad da vrudañ ar c'helenn d'an dud deuet e Tolpad-Kêrioù S.Brieg d'an 9 a viz Gwengolo 2014.

E sal Tolpad-Kêrioù S.Brieg e oa bodet an it. Lena Louarn, besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh ha prezidantez an Ofis Publik, an it Christine Métois, besprezidantez Tolpad Kêrioù Sant-Brieg e karg eus ar sevenadur, an ao. Didier Le Buhan, besprezidant Telenn – Ti ar vro S.Brieg hag an ao. Fulup Kere, rener Deskiñ d'an Oadourien.

Kinniget eo bet skeudenn ar c'houlzad nevez a vo gwelet war 900 skritell vras e rouedadoù departamant Penn-ar-Bed, ar Mor-Bihan hag al Liger-Atlantel. Ouzhpenn 220 kumun a gemer perzh er c'houlzad er bloaz-mañ da ditouriñ an dud dre blegfollennoù pe skritelloù.

An ao. Fulup Jakez, rener OPAB, en deus kinniget sifroù pennañ ar c'helenn d'an dud deuet (3400 den zo enskrivet er c'hentelioù sizhuniek da skouer) ; lakaet en deus war wel lañs ar stummadurioù hir (250 stajiad er bloaz-mañ) ha berzh an Diplom Barregezh Yezh (ouzhpenn 1000 den o deus priziet o live brezhoneg dre an diplom Stad-mañ).

An ao.Didier Le Buhan en deus pouezet war al lañs a zo gant Telenn e bro S.Brieg : kentelioù zo bet digoret un tamm e pep lec'h dindan 2 vloaz, eus Kintin betek Erge-ar-Mor.

An ao. Fulup Kere, eus e du, en deus kinniget ur formulenn nevez a vo amprouet e Kornôg kreiz-Breizh da gentañ : ur “pak brezhoneg” ma c'hello an dud lakaat o anv evit deskiñ buanoc'h dre gentelioù-noz ha stajoù a-hed ar bloaz.

Vos 1 commentaires :
Maryvonne Cadiou Le Jeudi 18 septembre 2014 22:16
Plijus-tre eo ho skritell !
O soñjal emaon d'ar foto 53 war ABP27216 gant « kouing Haman » warni ! Epad Gouel Sant Gilles e Pornizh e 2012.
(0) 

Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons