Un intrudu zo bet tapet gant Ofis Publik ar Brezhoneg hag Yves-Marie Derbré evit goulenn ma vo lakaet etrefas Facebook e brezhoneg. Yves-Marie Derbré zo ur studier bet e lise

Un intrudu zo bet tapet gant Ofis Publik ar Brezhoneg hag Yves-Marie Derbré evit goulenn ma vo lakaet etrefas Facebook e brezhoneg. Yves-Marie Derbré zo ur studier bet e lise Diwan tapet gantañ kaout Prizioù dazont ar Brezhoneg e 2010 evit e labour kas war-raok stumm brezhoneg an holloueziadur frank a wirioù Wikipedia.

Pal al luskad eo kizidikaat pennoù bras Facebook ouzh an ezhomm zo da ouzhpennañ ar brezhoneg d'ar roll yezhoù kinniget gant ar rouedad kevredigezhel hollvrudet. D'ar Sul 4 a viz Meurzh eo bet boulc'het an traoù ha berzh zo bet graet kerkent. Bodet ez eus bet ouzhpenn 5000 ezel eus ar rouedad e-korf tri devezh nemetken.

Sklaer eo ar c'hemenn : Facebook e brezhoneg !

Ha diouzh ar berzh a ra strollad, n'eo ket prest ar goulenn-se da chom a-sav a-raok na vefe respontet dezhañ.


Ar strollad war Facebook : http://www.facebook.com/groups/334727793245979/

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus