© autre
Skritell ar c'houlzad "Erwan" staliet e Naoned
Skritell ar c'houlzad "Erwan" staliet e Naoned © autre

Roet e oa bet lañs da 3e koulzad "Erwan" d'an 19.03.14 e Klub ar gazetennerien e Roazhon. Gant ar C’huzul-rannvro eo bet kefridiet an Ofis Publik da aozañ ur vrudadeg evit

Roet e oa bet lañs da 3e koulzad "Erwan" d'an 19.03.14 e Klub ar gazetennerien e Roazhon.

Gant ar C'huzul-rannvro eo bet kefridiet an Ofis Publik da aozañ ur vrudadeg evit ar c'helenn divyezhek abaoe 2012. « Erwan » eo anv ar c'houlzad-se.

Evit an 3e bloavezh e vo gwelet skritelloù bras (4 metr dre 3) e kêrioù pennañ Breizh (Brest, Kemper, an Oriant, Gwened, Sant-Brieg, Roazhon, Naoned ha Sant-Nazer) hag er c'humunioù tro-dro, da lavaret eo 64 c'hêr.

An dud a c'hall implijout un niverenn bellgomz gouestlet (0820 200 080) da vezañ kelaouet diwar-benn ar skolioù divyezhek tostañ d'o lec'h annez.

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus