Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Koulzad brudañ ar c'helenn brezhoneg d'an oadourien
Roet ez eus bet lañs da 16vet koulzad brudañ ar c'helenn d'an dud deuet e Klub ar gazetennerien e Roazhon d'an 8 a viz Gwengolo. An it. Lena Louarn, besprezidantez
Visant Roue pour Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg. (OPLB / OPAB) le 9/09/15 14:59

Roet ez eus bet lañs da 16vet koulzad brudañ ar c'helenn d'an dud deuet e Klub ar gazetennerien e Roazhon d'an 8 a viz Gwengolo.

An it. Lena Louarn, besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh ha prezidantez an Ofis Publik hag an ao. Fulup Jakez, rener OPAB, o deus kinniget skeudenn nevez ar c'houlzad. Skignet e vo ledan ar 7500 skritell moullet evit ar c'houlzad rak estreget gant Kuzul-departamant al Liger-Atlantel e vo kemeret perzh er skignañ gant ouzhpenn 300 kumun ha kumuniezh-kumunioù pe tolpad-kêrioù.

Lakaet eo bet war wel al lañs a zo gant ar c'helenn d'an dud deuet dre vras hag ar stummadurioù hir end-eeun, gant ouzhpenn 260 den o deus heuliet stajoù 6 ha 3 miz warlene ha 2 lec'h stummadur hir a zigoro er bloaz-mañ : Montroulez ha Sant-Brieg.

An DBY a ra berzh ivez, ouzhpenn 1000 den zo bet o tremen an diplom-Stad-mañ.

Anne Broussot hag Emilie Le Bail o deus kinniget malizenn bedagogel DAO (DaoDaf') a bourchaso dafar evit ar gelennerien d'an dud deuet.

Kavout ul lec'h da zeskiñ brezhoneg ? Pellgomzit d'an niverenn-mañ : 0820 20 23 20 pe kit da glask e lec'hienn an OPAB.

Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 8 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons