Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Koulzad Bloavezh Mat
Evit an eil gwech e kas Ti ar Vro – Bro Leon koulzad skritelloù « Bloavezh Mat » da vont en-dro. Ar pal eo lakaat ar brezhoneg hag al labour arzoù-kaer graet gant skolidi hentennoù brezhonek stad (Div Yezh), prevez (Dihun) ha Diwan war-wel e kêr da vare gouelioù fin
Ti ar Vro Bro Leon Ti ar Vro - Bro Leon pour Ti ar Vro - Bro Leon le 14/12/05 16:58

Evit an eil gwech e kas Ti ar Vro – Bro Leon koulzad skritelloù « Bloavezh Mat » da vont en-dro. Ar pal eo lakaat ar brezhoneg hag al labour arzoù-kaer graet gant skolidi hentennoù brezhonek stad (Div Yezh), prevez (Dihun) ha Diwan war-wel e kêr da vare gouelioù fin ar bloavezh. Skritelloù diwar-benn Nedeleg pe ar Bloavezh Nevez a zo bet livet war paperoù bras gant bugale skolioù : • Skol Jeanne d’Arc (Gwiseni) • Skol Diwan Gwitalmeze • Skol Diwan Landerne • Skol Kergroaz (Lanniliz) • Skol Diwan Lesneven • Skol Diwan Plabenneg • Skol Santez-Anna (Plabenneg) Kavet e vo ar skritelloù war panelloù Giraudy (panelloù bruderezh) kumunioù Bro Leon o deus asentet degemer lod anezho : Ar Vourc’h-Wenn, Bodiliz, Konk-Leon, Gwitalmeze, Lambaol-Blouarzhel, Landerne, Lannildud, Lañriware, Lokmaria-Plouzane, Milizag, Ploueskad, Plougerne, Plougonvelen, Plonger, Treouergad.

M’ho peus c’hoant da sellout ouzh ar skritelloù brav – se kit war hentoù Leon ! Aze e vint adalek ar sizhun a zeu !

Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 1 multiplié par 5 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons