Lec'hiet eo eil romant Herve ar Gall e Breizh hag e Bro-Anjev d'ur mare ma oa reuz bras dre ar vro, da vare an an IIIe Republik, etre 1794 ha 1800.

Koulz ar c'hastrilhe gant Herve ar Gall

Lec'hiet eo eil romant Herve ar Gall e Breizh hag e Bro-Anjev d'ur mare ma oa reuz bras dre ar vro, da vare an IIIe Republik, etre 1794 ha 1800.

Emsavadeg a oa bet un tamm e pep lec'h dre ar vro a-enep ar Republik, a-enep ar Re C'hlas.

Ar Chouanted a oa niverus o armeoù ha renet e oant gant tud taer ha dizaon : Kadoudal, Boishardy, Roue Begnen, Markiz ar Rouari.

Studiet pizh en deus Herve ar Gall ar prantad-se eus Istor Breizh met lakaet en deus e ijin hag e faltazi da labourat a-benn kinnig deomp un istor un tamm mat disheñvel memes tra...

Mont a ra an tu gounit gant ar Bleizi Ruz... Deomp 'ta da heul Pêr Mengi, Kaourintin, Erwan Madeg hag o mignoned, difennerien Republik Breizh!

13 €

Al Liamm
14 Louzaouenn-an-Hañv / rue du Muguet
22300 Lannuon/Lannion
02 96 48 03 00
kab(AT)brezhoneg.org ha http://www.brezhoneg.org

Kuzul ar Brezhoneg

Pal Kuzul ar Brezhoneg zo lakaat an obererezhioù da glotañ, kenlodennañ al labour, kas war-raok, strollañ ha kreñvaat ar re a labour e brezhoneg er bed sevenadurel.
Kuzul ar Brezhoneg a stroll hag a vod abaoe 1952 kevredigezhioù a ya en-dro e brezhoneg war dachennoù liesseurt: an embann, ar c\'helaouennoù, ar yezh, an darempredoù etrekeltiek hag etrevroadel.
Pep kevredigezh ezel eus Kuzul ar Brezhoneg a chom dieub e pep keñver hervez ar pal dibabet ganti. Kuzul ar Brezhoneg n\'eo nag un ti embann nag un aozadur da gelenn brezhoneg. Ul lec\'h hag ur skoazell eo d\'ar c\'hevredigezhioù n\'o deus den gopret ebet evit kas da benn, aesaat ha micherelaat o labour. Kas a ra war-raok ul labour sevenadurel e brezhoneg en diavaez da gement strollad politikel.

Digor eo ivez Kuzul ar Brezhoneg d En savoir plus