Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communique de presse -
Konterien a feson dec'h ba Pondi

Remziadoù oad a bep seurt, konterien marvailhoù hengounel, istorioù beleien hag anduillenn, ar Barzaz Breizh, ...

Fanny Chauffin pour ABP le 4/04/16 14:42
:
Réalisation :

Remziadoù oad a bep seurt, konterien marvailhoù hengounel, istorioù beleien hag anduillenn, ar Barzaz Breizh, ...

Pevar strollad bugale, pemp den koshoc'h, daou zen yaouank flamm : pevarzeg konter a-feson evit diskouez eo bev atav an arz-mañ hag a c'hell lakaat an dud da huñvreal. An hirañ gontadenn a oa hini Michel Simon, kontet brav, gant fent ha furnez war un dro.

Gant Brigitte Kloareg oa bet kontet ur pennad eus ar C'halevala, un dra diaes d'ober, ha nevez flamm e arz ar gonterien e Breizh. Kontet oa bet gant ar vugale istorioù kontet dezho er skol : ar gaouiad (Fanch an Uhel) kontet gant Suzanne Bajul, Yann Bloue (dastumet gant Daniel Carre ba Ploue), ar bodenn ui (dastumet gant Mona Bouzeg ba Rieg) hag un istor tennet eus Pomme d'Api : "ar jiant mut".

An daou zen yaouank, Awenn ha Gwendal Jacob eus sant Tegonneg a zo bet trec'h gant ar c'hentañ hag an eil briz.

Plijadur zo bet, gant ma vo muioch-mui a vugale o kontañ, a gomedianed pe tud dedennet gant arzoù ar gomz, da glask da bleustriñ war ar "fairy tales", peogwir ar pobloù n'o deus ket kontadennoù en o yezh a vo "kondaonet da vervel gant ar riv"...

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all gant Fanny Chauffin
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 2 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons