-- Langues de Bretagne --
Publié le 23/10/17 13:39 -- mis à jour le 00/00/00 00:00
17vet pennad war istor Diwan ha nerzh krouiñ e brezhoneg. Perak e ranker kaout konkourioù, kenstrivadegoù... evit broudañ ar c'hrouiñ, al lenn, ar skrivañ ?
Kan ar Bobl : ur mennozh ganet e penn Polig Montjarret pa oa e Bro Gembre o welet live sonerezh an dud a sone hag a gane tonioù hengounel. Hiziv an deiz kanerien ha sonerien a-vicher a zo evit ul lodenn vras anezho tremenet dre ar c’hoñkour ganet en Oriant : Nolwenn Korbell, Yann-Fañch Kemener, Erik Marchand, Marthe Vassalo, Ronan Guebleiz, IMG, Nolùen ar Vuhé ...
Prizioù evit ar ganerien hag ar strolladoù
Alies e vez roet prizioù d’ar sonerien bagadoù, akordeoñs... Evit ar c’han emañ Kan ar bobl evit ar c’han hengounel dreist-holl hag an Taol Lañs evit ar strolladoù sonerezh a ijin pozioù nevez. E-kerzh eizh vloavezh, e oa bet trec’h c’hwec’h gwech ur strollad o tont eus Diwan.
Taol Lañs (hag an Erer kozh da heul), ar re a zo bet trec'h : Iwan B (2007), Gimol Dru Band, Egin, Roc'k'n Diroll, Lunch Noazh, Burtul, Adnoz, Silwink, ...
Prizioù evit ar skrivagnerien
Evit an danevellerien e vez muioc’h-mui a goñkourioù : hini kêr Karaez da geñver gouel al levrioù e miz Here, hini kêr Redon, hini foar levrioù ar re yaouank e Sant-Varzhin-war-ar-Maez...
E-kerzh 13 bloavezh e oa bet meur a lisead Diwan o kemer perzh e Priz ar Yaouankiz hag o vezañ trec’h : Gwenvred Latimier-Kervella gant « Hunvreoù » (2004), Moran Dipode ha Marianna Donnart gant « Brezel an erevent » (2005) ha « Hudour an tour du » (2006), Ewen Jacq gant « Chase Valeeg » (2013). Evit Priz ar Vugale, Carl Diekman gant « Den Bleiz » e 2012.
Kenstrivadeg Montroulez a zo bremañ evit festival "La Baie des Livres", e Redon, Kemper, Karaez. Ar pezh zo mat, kar e vez brudet meur a hini, ha war lerc'h e vez bouetet kazetennoù evel al Liamm, pe Ya !, pe...
Met ouzhpenn d'ar c'henstrivadegoù zo ar c'hoant da sevel ul lennegezh e brezhoneg, gant tud ne skrivont ket e galleg, pe ral-tre. E-pad ar saloñs e vo gwelet lod anezho, gant ma vint trugarekaet evit o labour ha liesseurted kinnigoù lennegel a vez kinniget ganto.
- Reiñ enor a ra Kevre Breizh da Simone de Bollardière, difennourez ar gwirioù denel, skoazellerez skolioù Diwan par Kevre Breizh le 09/12/2020
- Hommage de Kevre Breizh à Simone de Bollardière, militante des droits humains, soutien des écoles Diwan par Kevre Breizh le 09/12/2020
- Auray : vente de livres en breton au profit de l’école Diwan pour Noël par Diwan An Alre le 24/11/2020
- Soutien aux écoles Diwan pour la rentrée 2020 par Le blog de paul Molac le 30/08/2020
- Film liseidi Diwan "an div glogorenn" par Kerne Multimédia le 18/04/2020
- L'école Diwan Carhaix vous ouvre ses portes les 7 et 8 février 2020 ! par AEP skol Diwan Karaez le 13/01/2020
- Ecole Diwan de Lannion, à quoi joue la mairie ? par Parti Breton - Strollad Breizh le 12/01/2020
- Financement participatif pour le Maintien du service civique de l'école Diwan Savenay par diwan savenay le 09/12/2019
- Kig ha farz et fest deiz à Molac par ANDON le 26/10/2019
- Ce lundi, à 8 h 45, à l’école Diwan, le président de l’Association de parents d’élèves, Guillaume... par DIWAN le 02/09/2019
- Projet CD-Livre Diwan Gwengamp - Leetchi.com par DIWAN le 31/08/2019
- Quand Paul Molac recadrait Alexis Corbière sur l'enseignement par immersion par La rédaction le 04/06/2019
- A Quimper, ils se sont écriés : Justis evit Diwan ! par Yann Lukaz le 26/05/2019
- Un rassemblement pour l'enseignement du breton samedi 25 mai à Quimper par DIWAN le 24/05/2019
- Stal.bzh. Un annuaire de commerçants qui parlent breton par DIWAN le 25/04/2019
Vos commentaires :
Priz ar yaouankiz, ur gwallabadenn hag a zo eat ar maout anezi meur a wech gand ar re a ra war dro... pettamant gand o lillikyou, filiored mibien hag all, Krebchauffin, Jacq ha kemend zo... kenstrivadegou giz emsav sevenadurdurel, ur c'hleñved z'eus ket a bare deuz outañ