




Un darvoud naturel ral-kenañ eo, dre berzh an oabl, pe an aergelc’h. Dav eo bezañ aketus un tamm evit e venegiñ. E Konk-Kerne e oa dec’h (20 /11/2025) er mintinvezh. Bez' ez eus bet ur « Fata Morgana » !
Ma ne vijen ket bet o ruzañ ma botoù war ar porzh en abeg da ober prenadennoù bihan, ma n’em bije ket divizet – ha perak ‘ta ? Kit da c’houzout ! Hep abeg ebet ! – mont gant ma hent a-hed an aod un tammig a-raok distreiñ da gêr, sur ha n’eo ket marteze ne vije ket bet gwelet ganin ar c’hoarvoudenn-mañ !
E gwirionez, en ur ziskenn war-zu ar porzh em oa remerket tamm pe damm, dre werenn-dal an oto, pegen sklaer ha resis e oa an aergelc’h er mintin-mañ, kement ma veze gwelet splann an enezeg Glenan ouzh an dremmwel, lec’h ma bok ar mor ouzh an oabl. Dreist ! Un devezh brav eo hirio, a soñje din, goude ur prantad a c’hlav !
Bez’ e oa evel un enezenn dibradet, a-rez d’ar mor. Difiñv.
Ha setu-me, ma gwreg ganin, souezhet bras o ruilhañ goustadik a-hed an aod (a-hed « La Corniche » , evel ma vez lâret er vro, gant Kont-Kerneviz). A-daol-trumm, bamet omp ! N’eo ket enezeg Glenan, n’eo ket mod-se emañ an enezenn S. Nikolaz emaomp kustumet da welout anezhi alies a-walc’h (a-wechoù ne c’heller ket he gwelout ? Se a zepand, hervez ar meteo). Evel ma vefe un dra bennak iskis, un-dra bennak a-dreuz... Evel ma vefe savet un tour-tan uhel warni, nevez zo ??? Evel ma vefe an enezenn, brasoc’h eget da gustum, a-istribilh en aergelc’h! Un touellwel evel ma ‘z eus er gouelec’h a soñje-din.
Iskis, iskis
Nemet e chom an enezenn dianavezet hep fiñval na daskrenañ e mod ebet. Nemet emañ an enezenn he zrolinenn war an tu mat. Klask a ran sellout pizh, tro-war-dro. Pelec’h emañ ar gwir enezenn? Ne welan netra, nemet un enezenn dic'hortozet ha dibradet! Petra zo o c’hoarvezout, amañ ?
Hag a-hont, war-zu « Enez an Deñved » ( « Ile aux Moutons » , e galleg)… ??... ??? Petra zo er pelloù, ouzh an dremmwel ? A-rez d’ar mor, mes a-us d’ar mor, koulskoude! Stummoù dianavezet amañ! Ha memes mod, hep fiñval na krenañ. Digomprenus eo, a-grenn. An dra-se, biskoazh n’am eus gwelet em buhez, nag amañ nag e lec’h all. Na dre fotoioù kennebeut.
Arsavet eo ar c’harr-tan. En e zaere edo ar mor, pe dost. Diskennet on oc’h ober meur a gammed war ar reier maen-greun, rust ha kalet, a zo brav amañ, e-tal ar mor. Evit cheñch korn gweled pe sellboent an daoulagad. Ne cheñch ket ar gweledva. Stabil emañ ar skeudenn.
Iskis-iskis. Ya, iskis.
Ur Fata Morgana eo !
Deomp ‘ta ! O paouez mont en-dro er c’harr-tan e oan, pa glevan ur mouez birvidik oc’h huchal warnon. « Ha gwelet ho peus, Aotroù ? » .... « Ur Fata Morgana eo ! ». « Ur petra Morgana ? » a respontis. Hag egile, un den gour, luc’h en e zaoulagad, da lavarout adarre : « Ur Fata Morgana ! » « Petra eo ar bitrak-mañ ? Un tammig evel un dremwel eo, hañ ? » Hag an den-se, ur skiantour sur a-walc’h, da dennañ un dornaoueg eus e c’hodell, ha da zisplegañ din, traoù diwar-benn an anadenn-se ma n’anavezen ket anv skiantel anezhi, betek-henn. Pezh a ouien, evidon-me e oa an anv-se liammet ouzh un ti-embann bihan.
Ar wech-kentañ e-korf muioc'h eget hanter-kant vloavezh!
Ken entanet e oa an den ma oa ur blijadur ouzh e selaou ! Annezad e Konk-Kerne abaoe muioc’h a c’hanter-kant vloaz e lâre : « biskoazh n’em eus gwelet ur Fata Morgana ! A-wechoù e vezont gwelet e «Mor Iwerzhon » ( « Mer d’Iroise » , e galleg). Mes amañ, n’am eus ket o welet james ! ». Me kennebeut. Gwelet em eus traoù all : tarzh-gouloù boreel, kanevedenn a-bezh (da lâret eo kelc’hiek, gwelet e-bourzh ur c’harr-nij bihan pa oa gris ha koumoulek an amzer), steredenn-lostek, touellwel er gouelec’h pe e broioù tomm (dour, ...).
Burzhudus eo. Ya, burzhudus.
Ur c’hrenn-lavar hag ouzhpenn.
O prederiañ diwar-benn an dra-se diwezhatoc’h e teu din ar soñj eus istorioù kozh, pe mojennoù hengounel el lennegezh vrezhonek. Bamet eo bet kement a vartoloded o welet traoù seurt-se! Mod-se e vez savet gwerzioù skrijus pe krennlavarioù fromus evel hemañ....
« Tri seurt den a zo : ar re vev, ar re varv, hag ar re o vont war vor » .
Soñjal a ra din ivez ez eus ul luc’h all, a-wechoù en ur vuhez, ur sklerijenn kentoc’h a c’hellfe bezañ anvet : ur sklaerder speredel. Mes, evel ma lâre ar skrivagner mil-vrudet Rudyard Kipling pa oa arru dilost un destenn bennaket: « this is another story » (« se zo un istor all »). Evel-just !
Gerioù
Anadenn, un anadenn vrav (Martial Ménard) phénomène. Hag ivez c’hoarvoudenn (AL Liamm)
Gwerenn-dal, ar werenn-dal pare-brise (véhicule automobile)
Trolinenn, an drolinenn silhouette
Tarzh-gouloù boreel (Martial Ménard) aurore boréale steredenn-lostek comète. An hini vrudetañ en istor, « steredenn-lostek Halley » hec’h anv, a zo bet gwelet e 1986. Mes a-raok, ez eus bet dizoloet unan all, dianavezet betek henn ha bravoc’h c’hoazh. Posubl e voe d’he gwelout, o tostaat hag o pellaat e tro-war-droioù hon flanedenn, e-pad meur a zevezh.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !