Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Ar strollad e penn-kentañ an droiadenn
Ar strollad e penn-kentañ an droiadenn
Jos Goapper o gaozeal e brezhoneg dirak ar strollad
Jos Goapper o gaozeal e brezhoneg dirak ar strollad
ur wenojenn a-hed ar mor
ur wenojenn a-hed ar mor
o chom a-sav evit selaoù ouzh displegadennoù e brezhoneg
o chom a-sav evit selaoù ouzh displegadennoù e brezhoneg
war vord ar mor, dindan heol gwengolo.
war vord ar mor, dindan heol gwengolo.
displegadennoù
displegadennoù
ur milin-vor
ur milin-vor
Ar reier hag an herlegon bihan ( Egretta garzetta)
Ar reier hag an herlegon bihan ( Egretta garzetta)
aber Ar Vinaoued (Konk-Kerne)
aber Ar Vinaoued (Konk-Kerne)
daou levr (golo)
daou levr (golo)
daou kevr (kein)
daou kevr (kein)
- Compte rendu -
Konk-Kerne : dizoloet o deus plantennoù gouez an aochoù…e brezhoneg!
War zigarez Devezh europeek ar glad, ez eus bet un droiadenn e brezhoneg e Konk-Kerne. Kaier foto.
Par Yann Lukaz pour ABP le 17/09/18 17:38

Klevet hon eus amañ hag ahont, hag e pep lec’h dre ar mediaoù emañ tud a-vremañ deuet da vezañ sot gant ar glad, e Breizh, e bro-C’hall a-bezh ha betek penn-pellañ Europa. Mat, mat a lavarfen.

Devezh europeek ar glad: e brezhoneg mar plij!

Klevet, klevet? Ha ma vefe klevet tra pe dra e brezhoneg war-zigarez devezhioù europeek ar glad (dibenn-sihzun 15vet ha 16vet a viz gwengolo 2018).

Setu ar pezh en doa divizet Nicolas Bernard. Labourat a ra ar paotr e servij « Diorren padus» e ti-kêr Konk-Kerne, war ur raktres «Atlas de la Biodiversité Communale» . E vennozh en deus graet, mizioù zo, en ur prepariñ an droiadenn-se plantañ brezhoneg e-barzh! Dizoloiñ plantennoù gouez an aochoù, plantennoù eus ar vro a vez kavet war vord ar mor, plantennoù kozh-Noe anavezet abaoe pell-pell. Dre o añvioù e latineg ? e galleg ? ha perak pas dre o añvioù e brezhoneg ?

Un droiadenn blijus dindan ren ur brezhoneger a-vihanik

Ha setu, kinniget ar stur da Jos Goapper, anezhañ brezhoneger a-vihanik (kostez Bannaleg), bet kelenner SVT hag anavezet mat er gevredigezhioù lec’hiel… Deuet e oa tregont den pe dost, al lodenn vrasañ anezhe o vrezhonegañ dija pe o teskiñ ar yezh. Ha setu int o vale trankilig a-hed an aod, dre wenojennoù zidrouz, damguzhet a-wechoù. Ha setu int o chom a-sav, amañ hag ahont, evit selaou ouzh displegadennoù e brezhoneg ar vro, diwar plantenn pe blantenn, boutin a-walc’h an aliesañ…

Liammet e vefe tommder divoutin an hañv ouzh cheñchamant an hin, war a greder. Ha gwir eo e voe gwall-domm an hañv tremenet. Dre-se ez eo an douar sec'h, hirio e dibenn ar c'houlzad. Gouzañvet e deus ar glazadur ha setu perak n’eus ket kement a blantennoù chomet brav ha nerzhus, e-kreizig miz gwengolo. Na bokidi, kennebeut. Rak-se eo bet kroget an droiadenn gant ur gaozeadenn dre vraz, diwar-benn stumm ar plant: ar re teir betalenn o bokedoù (pe bokidi), ar re pemp betalenn o bokidi, pe c’hoazh strolladoù all (ar raden, ar man, ar bezhin)…

Evit mont pelloc’h, ha diwar brezhoneg Kerne-Su:

. Mona Bouzec, Jos Goapper, Yannick Soufflez « Blaz ha blazig c’hoarzh». Le breton des rives de l’Aven et du Bélon. An Alarc’h embanadurioù (2017), 519 pajenn, 28 euro. Tro ha tro ur yezhadur, ur geriadur, ur levr-sikour evit an distagadur, ul levr-sevenadurel evit ar frazennoù,…ha dreist-holl ur gwir teñzor ma c’hello an holl vrezhonegerien a-vremañ – pe e vefent deraouidi pe e vefent tud desket braz - kompren drezañ n’eus troc’h ebet etre ar yezh komzet hag ar yezh skrivet. Ur memes yezh eo ! Gwelet pennad 10 : les plantes sauvages (pajennad 211-220)

. Mona Bouzec-Cassagnou, Dominik Bossé, « Selaou, selaou » , méthode de breton parlé, Editions Staj Brezhoneg Koad-Pin, 2007, 190 pajenn, gantañ ur sederom, 35 euro. Embannadur a-galite (aes da lenn, tresadennoù…), ha kalz a skiant-prennet kelenn e-barzh an hentenn-mañ, frammet ha gwelaet da-heul stummadurioù Koad-Pin (e bro gKernev-Su) bet kinniget gant Mona a-hed ar vloavezhioù.

Gerioù :

. bokedoù teir-betalenn (des fleurs trilobées)

. ar raden (les fougères)

. ar man (les mousses)

. ar bezhin (les algues)

Lec’hiennoù (e galleg), diwar « Atlas de la biodiversité communale » :

. Konk-Kerne : (voir le site)

. bretagne-vivante.org: (voir le site)

. bretagne-environnement.org: (voir le site)

. AFB: (voir le site)

. lec’hienn vinistrel ofisiel : (voir le site)

. ur stalig e bro Fouenn ma c'heller kaout louzaouennoù evit prennañ: (voir le site)

notennig

. trugarez da lennerien meneget gante fazi pe fazi.

.

MAJ / cheñchamañchouigoù 24 gwengolo 2018

"Brav eo skrivañ, diaesoc'h eo lenn" ! "An daoulagad eo a zo ar gwellañ benveg-poltriji, rak dre ur sell eo e c'heller diskoachañ an imachoù tro-war-dro"! Paotr bet klevet gantañ ar yezh e-pad e vugaleaj. Bet o labourat war zachennad stlennegel. Skrivet gantañ pennadoù e galleg hag e brezhoneg. Bremañ o vevañ e bro-gKerne.
[ Gwelout pennadoù all gant Yann Lukaz]
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 9 multiplié par 4) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons