Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Nolùen le Buhé
Nolùen le Buhé
- Chronique -
Komz brezhoneg er gêr : gwirvoud pe hunvre ?
6vet pennad war istor Diwan a lid e 40 vloavezh e 2017/2018
Par Fanny Chauffin pour Kerne Multimédia le 24/07/17 22:27

Dre ma veze brezhoneg yezh an ti gant lod eus ar gerent-se hag o doa savet ar skolioù Diwan kentañ ne oa ket ar soubidigezh ar pal da dizhout. Ar pep pouezusañ e oa deskiñ e brezhoneg kement tra hag a veze desket e galleg a-raok. Tamm-ha-tamm e oa deuet ar brezhoneg da vout yezh ar skol, daoust ma chome atav evit yezh an ti evit familhoù zo.

Ar brezhoneg, ur «yezh tad»  ?

An enklask graet e lise Diwan e 2013 a ziskouez eo ar brezhoneg yezh an tadoù kentoc'h. Diwar 340 den yaouank aterset, 36 tad a gomz brezhoneg ingal gant o bugale, met 16 mamm nemetken. E eizh familh e vez komzet brezhoneg gant ar vamm koulz ha gant an tad. Gant 32,5 % eus ar mammoù ha 26,5 % eus an tadoù e vez komzet brezhoneg « a wechoù », ar pezh a ziskouez eo anavezet ar brezhoneg gant kalzik a vammoù hag a dadoù. Gant an tad-kozh, gant ar vamm-gozh, e vez komzet brezhoneg gant 10 % anezho, gant 37,1 % ur wech an amzer. Dipitus eo gwelout e vez komzet brezhoneg etre breudeur ha c'hoarezed ingal etre 6,5 % anezho, nebeutoc’h eget gant ar re gozh, ha koulskoude e vefe aes dezho hen ober ...

Un enklask nevez (bloavezh skol 2016/2017) graet gant ar re a oa e lise Diwan e klas Termen a ziskouez an disoc'hoù da heul : war 112 lisead e Termen, 53 anezho zo brezhonegerien en o familh dost (tad pe mamm) : 21 gant o zad hepken, 15 gant o mamm hepken, 17 gant an daou. N'eo ket ken bras an diforc'h etre tadoù ha mammoù giz ma oa e 2013 ("brezhoneg yezh an tadoù ?"). 15% neuze eus ar familhoù a gomz brezhoneg er gêr hepken. Peadra da welet e cheñch a vloaz da vloaz, hag e vefe ret kas enklaskoù ingal ha klask gouzout hiroc'h gant pep familh he deus graet ar choaz-mañ.

Ar brezhoneg, ur yezh darempred etre an dud yaouank ?

Pa ne gomze re gentañ al lise Diwan nemet brezhoneg hepken kenetrezo, e vez gant an holl hiziv ur « meskaj brezhoneg galleg ». Diaes eo gouzout peseurt tregantad galleg ha brezhoneg a zo avat ...

Ha komzet e vez brezhoneg memestra ? A-walc'h evit pinvidikaat ar yezh, ijin ur seurt luc'haj e brezhoneg ? Pa vezont koshoc'h e komzont brezhoneg ingal e festivalioù, gant ar re a zo bet e Diwan, deuet ar c'hoant gante da gomz aliesoc'h. Mankout a ra studiadennoù evit ar re a ro un deskadurezh e brezhoneg hiziv d’o bugale hag ar re a gas anezho d’o zro da skolioù Diwan.

"Ma sœur a une fille de deux ans. Tous ses premiers mots, elle ne les connaît qu'en breton, parce que ma sœur, elle était à Diwan avant. Par exemple, « fri », direct, alors que « nez », elle demande : c'est où ? « Bouton kof » (nombril), direct. Donc, je pense qu'elle comprend mieux le breton." [Un garçon de seconde]

Voir aussi :
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
[ Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia]
Vos 5 commentaires
Naon-e-dad Le Mardi 25 juillet 2017 08:17
Ur gudennig zo ivez ha n’eus roud ebet deusouti er pennad-mañ. Pa vez muioc’h a zen -paotr pe blac’h – o kaozeal e brezhoneg e-barzh ur strollad, kerkent hag e teu unan bennak hag a zo galleger hepken ez eo ar vrezhonegerien techet cheñch penn da vazh. Mod-se e vo komprenet an traoù gant an holl, kredapl braz !
Koulskoude, ar c’hontrol ar c’heller gwelet (pe glevet kentoc’h !) a-wechoù. Kenderc’hel a ra ar gaozeadenn e brezhoneg. Alies ez eo pa oar ar galleger un tammig brezhoneg, pe c’hoaz pa’z’eo ar galleger anavezet mat gant ar vrezhonegerien, a-walc’h evit ma vez pep hini en e bleud. Ne vern ma vez komprenet sklaer an traoù gant an holl pe get 
Dre-se e vefe talvoudus, d’am soñj, en enklask seurt-se - en dazont - goulenn ivez digant an dud aterset ma’z eus er familh breur pe c’hoar ha n’eo ket anavezet ar yezh gante...
(0) 
yan Le Mardi 25 juillet 2017 10:23
Naon-e-dad : gant gwir abeg hoc'h eus graet anv eus ar c'haozeadegoù pa vez meur a zen : met penaos dirouestlañ ar gudenn avat ? Na pet gwezh 'meus bet klevet "komz a rit etrezoc'h en ho korn" pa vezemp e-kichen, ha "ne gomprenomp ket, n'oc'h ket seven" pa chomemp e-kreiz. Direnket eo an dud gant ar brezhoneg, astenn ar vezh en ur mod : gwezhall o doa mezh a gomz brezhoneg, bremañ o deus mezh rak ne gomzont ket.
Er pennad : ya, yezh an tadoù eo. Marteze e weler kentoc'h paotred oc'h anezhi yezh o buhez eget merc'hed ? Pe marteze ur choaz, brezhoneg gant unan ha galleg gant eben ? Ha skrivet en doa M Madeg diwar-benn an dra-se?
(0) 
milena krebs Le Mardi 25 juillet 2017 13:34
Gwir ha gaou, da skouer e Kembre ne zirenk den ebet ma vefe komzet e kembraeg dirak saoznegerien. "décomplexés", ret e vo deomp ober ar memestra. Marteze, lakaat unan eus an dud a gomz da eskemm gant an dud a zo o pismigañ, ha displegañ dezho petra eo komz ur yezn vinorelaet, penaos e oa bet flastret pad bloavezhioù.;; ?
(0) 
yan Le Mercredi 26 juillet 2017 10:41
N'emaon ket o vevañ e Kembre.
" displegañ dezho petra eo komz ur yezn vinorelaet, penaos e oa bet flastret pad bloavezhioù" na rit ket bil, ar re-se a oar ervat petra dalvez ! Aesoc'h eo komz brezhoneg dirak estrañjourion eget dirak Bretoned divrezhon. Pouez astenn ar vezh a lavaran deoc'h : ne gomzont ket brezhoneg (ur bern abegoù a zo evel-just) pa zlefent komz, neuze e sav mezh enne pa ne sav ket enebiezh-krenn, daoust dezhe bout "a-du" gant ar brezhoneg... evit ar re arall. Ar brezhoneg zo mat gant ma n'int ket direnket gantañ. Komz brezhoneg dirage, ha gwashoc'h c'hoazh e-kreiz an dud , a zo evite diskouez o dic'houested, an diouer : hanter-vretoned hepken enta.
Ha ne skrivan ket kement-mañ evit ar blijadur : bloavezhioù ha bloavezhioù a vrezhoneg war an dachenn, kalz muioc'h a blijadur a'm beze o komz gant tud kozh da vat gwezhall (tud a ouie brezhoneg da vat hag a gomze fraezh divezh-kaer ha dichipot) eget gant tud aet war o leve nevezik 'zo, ha gwashoc'h gant tud 50 vloaz bremañ n'ouzont nemet bruzun.
(0) 
yan Le Jeudi 27 juillet 2017 09:49
" ijin ur seurt luc'haj e brezhoneg " sed aze un dra hag a zo gwir : ober gant gerioù kuzh, livet, hud, a c'heller pa reer da vat gante. An droienn nemeti a glevis digant tud bet en eil derez e-doug an 10 vloaz diwezhañ : "c'est beleg" ; setu holl, kreoleg eo se, n'eo ket luc'haj, n'eo ket hud.
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 3 multiplié par 5) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

  • newsletters Newsletters
  • rss Flux RSS - français
  • rss Flux RSS - breton
  • facebook ABP sur Facebook
  • twitter ABP sur X
  • youtube Chaîne Youtube ABP
  • Le blog du site web
  • 2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons