Kelc'hioù b'ar Voustouer

Réalisation : tvbk – 87 vues

20 000 a dud o kenderc'hel da zañsal e Breizh hag e bro C'hall, e park ar Voustouer dec'h, ur mor a dud !

20 000 a dud o kenderc'hel da zañsal e Breizh hag e bro C'hall, e park ar Voustouer dec'h, ur mor a dud !

Dindan an heol, setu an dibunadeg vras gant bugale ha kerent Diwan, gant sonerien ha danserien Kenleur. Rezisaet gant Patrick Lamour en galleg, ha mod all e brezhoneg ha gallaoueg giz pep kelc'h, hag e istor, n'eo ket bet hir an teir eurvezh hanter abadenn, gant liesseurted ar strolladoù.

Trugarez da ganerezed An Oriant evit an heuliad, sonerien Pondi, ha tout an dud o deus sonet ur "gwir sonerezh" war an dachenn. Ha mersi bras d'an danserien n'o doa 'met c'hwec'h sizhuniad evit pleustriñ asambles !

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....