Ur seizhvet post e skol ar Marsauderies a-benn distro-skol 2008 Abaoe 1999 ez eus eus ar c'hlasoù divyezhek er Marsauderies. A-benn distro-skol 2008 e vo krouet ur seizhvet post emichañs dre ma vez mui-ouzh-mui a skolidi dalc'hmat.

Ur seizhvet post e skol ar Marsauderies a-benn distro-skol 2008

Abaoe 1999 ez eus eus ar c'hlasoù divyezhek er Marsauderies. A-benn distro-skol 2008 e vo krouet ur seizhvet post emichañs dre ma vez mui-ouzh-mui a skolidi dalc'hmat.
Fromus ha kalonekaus eo d'ar skolaerien ha da dud ar vugale gwelet ez a a-stroñs gant an hentad bet digoret 9 bloaz zo. Er penn kentañ emañ an ti-skol-se e-touez al lec'hiennoù divyezhek publik e Breizh. Ar pezh a zo, diaes e vo kavout ur skolaer pe ur skolaerez evit doare.

A priori n'eus skolaer(ez) divyezhek ebet hag a zeufe er-maez ESSM en Akademiezh al Liger-Atlantel. Ur galv a reomp eta d'an holl skolaerien ha skolaerezed divyezhek, o defe c'hoant da gelenn el Liger-Atlantel, da reiñ da c'houzout d'an ao. Cornec, an Enseller Deskadurezh Stad e karg eus ar c'helenn brezhoneg, da Div Yezh Breizh pe da renerezh skol ar Marsauderies.

Mont a darempred gant:

An Enseller Deskadurezh Stad: André Cornec
postel: a.cornec@wanadoo.fr

Div Yezh Breizh: Ronan Postic
Pgz: 06.87.35.84.85
Postel: ronan.postic@div-yezh.org

Renerezh skol ar Marsauderies
1 rue de la Bertinière 44300 Nantes
Pgz: 02.40.49.31.20