Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
- Communiqué de presse -
Kinnig lezenn kannaded Breizh : cheñch ar vonnreizh evit gellet sinañ Karta Europa ar yezhoù rannvroel
Tregont kannad eus Breizh (war ar 31 a zo a gleiz e Breizh pemp departamant) o deus sinet ur raktres lezenn a lavar penaos eo posubl cheñch ar vonnreizh evit
Par Jean-Luc BLEUNVEN pour Jean-Luc BLEUNVEN le 11/07/13 13:18

Tregont kannad eus Breizh (war ar 31 a zo a gleiz e Breizh pemp departamant) o deus sinet ur raktres lezenn a lavar penaos eo posubl cheñch ar vonnreizh evit ma c'hellfe Bro C'hall sinañ Karta Europa ar Yezhoù bihan. Fiziañs m'eus e vo moaien neuze bodañ ar C'hongrès (ar Sened & ar parlamant) araok fin ar bloaz. Ret e vo neuze dont a benn da dapout 3/5vedenn eus ar mouezhioù 'vit cheñch ar vonnreizh.

A drugarez da labour Jean-Jacques Urvoas, prezidant komision al lezennoù, e c'hellomp bremañ lavaret penaos e viche posupl henn ober.

Daou zoare 'zo da cheñch ar vonnriezh : pe 'vez graet ur referendum, pe 'vez bodet ar C'hongrès. François Holland ne fell ket dezhañ ober ur referendum, ar pezh a zo un dra vat. Dao 'vo neuze bodañ ar C'hongres. Simple o ar reolenn neuze : ret eo kaout muioc'h 'vit 3/5vedenn eus ar mouezhioù 'vit cheñch ar vonnreizh.

Bez e ranko bremañ an holl strolladoù politikel lavaret sklaer o soñj war ar yezhoù rannvroel. Evit kaout mouezhioù a walc'h e rankimp bezañ unanet, a-gleiz e giz a-zehou.

Voir aussi sur le même sujet :
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn
Jean-Luc Bleunven Kannad Goueled Leon
[ Gwelout pennadoù all Jean-Luc BLEUNVEN]
📩 Abonnez-vous aux chroniques et reportages ABP -- Vous serez notifié des nouvelles publications.
Vos 1 commentaires
Mikel Roudaut Le Jeudi 11 juillet 2013 21:30
Ha perak n'eo ket mat ober ur referendum ?
(0) 
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 9 multiplié par 8) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2025 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons