Kinnig labour : pennskridaozour-ez. Implijer : Brudañ ha skignañ (kevredigezh hervez lezenn 1901), rouedad ar radioioù e brezhoneg. Post labour : Ampart-tre war ar brezhoneg komzet ha skrivet eo
Kinnig labour : pennskridaozour-ez
Implijer : Brudañ ha skignañ (kevredigezh hervez lezenn 1901), rouedad ar radioioù e brezhoneg.
POST-LABOUR
Ampart-tre war ar brezhoneg komzet ha skrivet eo ar pennskridaozour-ez. Karget eo, dirak izili ar
C’huzul-merañ, eus an holl abadennoù keleier produet a-benn bezañ skignet gant radioioù pe dre zoareoù all (Internet da skouer). Kenlabourat a ra gant renerien ha kenurzhieren ar radioioù ezel eus ar rouedad a-benn ober diouzh ma vo kenurzhiet labour ar gazetennerien hag ezhommoù ar radioioù.
BARREGEZHIOÙ
Skiant-prenet war al labour kazetenniñ.
Aozadur al labour : diarbenniñ, steuñviñ, merañ an amzer, bezañ prim, barrek da zielfennañ ha da
gevanaozañ.
Merañ ur skipailh : selaou, kendivizout, hanterouriezh, rannañ al labour, e briziañ, reishaat.
Ampart war ar c’henlabour : barrek ouzh al labour skipailh, da zivizout, da gompeziñ.
Boaz da sammañ kiriegezhioù.
REDIOÙ
Monedonea.
Labour e-pad an dibenn-sizhun ha diouzh an noz.
-------------------------------------
Deroù : Mae 2009.
Padelezh : kevrat didermenet.
Lizhiri en em ginnig war ar renk da gas a-raok ar : 20/04/2009.
Da gas d’an : Aotrou Prezidant
Chomlec’h : Brudañ ha skignañ – Ti an Dourigou – 57 straed Laënnec - 29710 Ploneiz
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !