Amañ kevreet e kavoc’h ur c’hinnig labour a-berzh Mervent :
Emañ MERVENT, Aozadur hag a gelenn brezhoneg e Bro Gerne,
O tuta ur gelennerez pe ur c’helenner war ar brezhoneg
evit labourat war tachennoù ar c’hentelioù-noz, an tañva er skolioù hag en tiez bugaligoù.
Takad labour : Bro Douarnenez, Bro Ar Porze, Bro Ar C’hap, Bro Gemper
Kevrat termenet, darnamzer
Kevrat hollek ar buheziñ, kael ispisial, strollad 2,
Prantad kregiñ : kreiz miz Genver 2018
Barregezhioù goulennet :
Ø Aotreegezh war ar brezhoneg, DBY live 5.
Ø Brezhoneg komzet ha skrivet mat.
Ø Barregezhioù a-fet pedagogiezh ha buheziñ azasaet d’ar vugale ha d’an dud deuet.
Ø Bezañ gouest da genlabourat gant ur skipailh kelennerien.
Ø Aotre bleniañ ret.
Lizher emginnig ha CV da gas a-raok an 31 a viz Kerzu 2017 da
Aotroù Prezidant, MERVENT, BP 29, 29720 PLONEOUR-LANWERN
Trugarez en a-raok da skignañ ar c’hinnig labour-se tro-dro deoc’h.